 |
BLOAZIATAER Kevrediguezhioù ezel ouzh Ti ar Vro Kemper
An holl gevredigezhioù:
Dibabit ur gumun:
Rouedad an emglevioù bro An holl gevredigezhioù:
|
 |
ARS'YS |
|
 |
Ur strollad sonerien o tont eus metoù disheñvel eo "Ars'Ys", renet gant Hervé Lesvenan. Eskemmoù, prederiadennoù, taolioù-arnod war dro doareoù a bep seurt da veizañ ha da ijin ar sonerezh. Diwar-se e tiwan raktresoù arzel niverus. Ne vez ket nac'het levezonoù an amzer dremenet eus Bach da Ligeti ha da Ravel, Debussy ha Satie. Liv tonioù jazz hag awenoù keltiek a vez klevet e aozadurioù Hervé Lesvenan. Gant : Hervé Lesvenan (rener ar sonerezh hag ar c'hlavieroù), Loic Bléjan (uillean pipe), Mera Gliozzi (ograoù doug), Hélène Le Flecher Calonec (violoñs), Eric Lavarec (alto), Kristina Omnès (gourrebed).
|
 |
|
|
| | |
BAGAD AN ERGE VRAS |
|
 |
Krouet eo bet ur skol sonerezh a teuo da vezañ Bagad an Erge Vras, e 1986, en Erge Vras, diwar-benn menoz Pascal Rode ha Suzanne Lozac’h.Er bagad ez eus un daou ugent soner bennak. Kemer a ra perzh abaoe 1995 e kampionnad ar bagadoù er pempvet rummad. Tud a zo aet kuit met chom a ra un aergelc'h plijus gant sonerien 7 pe 55 bloaz. Dilhad Bro C'lazig a zo ganto, broderezh glaz ha gwer, livioù ar gêr. Kenaozañ a ra Gouel ar vombard gant BAS Penn ar Bed e miz meurzh.
|
 |
|
|
| | |
BAGAD AN ERGE VIHAN |
|
 |
Krouet eo bet Bagad an Erge Vihan e 1954 gant Jean Quere, soner er bagad Kemper, ha Jean Foucaud, ha plijadur o deus re ar bagad da ginnig d'an dud sonerezh Breizh a vremañ. Bep sizhun, o seniñ bombard, binioù bras pe c'hoazh taboulinoù, ar re a zo o teskiñ a zigor o spered war anaoudegezh ar broioù ha sevenadur Breizh. Ar bagad a zo dibaoe ar bloavezhioù 80 e trede rummad kampionad Breizh ar bagadoù. Kemer a ra perzh ivez e kenstrivadegoùevel re Menez-meur, Emgavioù ar vombard en Erge Vras, Gouelioù meur Kerne…Gouest eo ar bagad da ginnig tonioù a bep seurt, da vale pe da zañsal.
|
 |
|
|
| | |
BAGAD AR MEILHOU GLAZ |
|
 |
Krouet e 1951, "Bagad ar Meilhoù Glas" a zo unan eus ar bagadoù koshañ e Breizh. Abaoe 1982 e kemer perzh ar bagad e Kampionad ar bagadoù aozet gant Bodadeg Ar Sonerien. E 1988 eo trec'h e kenstrivadeg an trede rummad, neuze e vez aotreet en eil rummad hag e ya ar maout gantañ div wech er rummad-se e 1991 hag e 1994. A-benn ar fin emañ er rummad kentañ abaoe 1995, neuze emañ e-touez ar bagadoù gwellañ e Breizh.
|
 |
|
|
| | |
BAGAD AR RE GOZ |
|
 |
Krouet e 1973, ar bagad a zo dreist-holl, un amicale sonerien, o deus c'hoariet gant a bep seurt bagadoù e Breizh. Abalamour d'an dra-se o deus gwiskamantoù disheñvel : glazik evit Bro Gemper, bigoudenn gant broderezhioù pinvidik eus Pont'n Abad, melenik eus Bro Elian, duik eus bro-Foenn, hep disoñjal broioù an Aven, ar C'hap ha dilhad ar besketourien. E-barzh roll sonioù ar Bagad ez eus tonioù-bale, tonioù dañs awenet gant hengoun Breizh. Kemer a ra perzh e gouelioù folklorel e Bro-C'hall hag e Breizh.
|
 |
|
|
| | |
BAGAD KEMPER |
|
 |
Aet eo 19 gwech ar maout gant Bagad Kemper e kampionad Breizh ar bagadoù, ha bevet en deus kalz traoù, liammet gant ar sonerezh pe gant traoù all, war leurennoù broioù all ar bed, o tiskouezh nerzh sevenadur Breizh.
Ar bagad, a ra gant tonioù nevez e liamm gant hengoun Breizh, pe tonioù hengounel nevesaet, pe c'hoazh tonioù rannvroioù all, a laak anezhañ da vezañ unan eus ar re a ra ar gwellañ ur sonerezh Breizh digor war ar bed.
Ar Bagad Kemper en deus kemeret perzh e meur a zarvoud er vro pe er bed a bezh (Galis, China, Bro Skos, Bro Saoz, Austria, Gabon, Portugal).
|
 |
|
|
| | |
BAGAD KERNE |
|
 |
Bagad diwezhañ an eizh a zo e Kemper, ar bagad a zo, en trede rummad. Savet eo ar bagad gant sonerien yaouank ha sonerien barrek o deus dibabet da adsevel un nevez daeadenn gant ar bagad-se a zo en e benn, Erwan Ropars.
|
 |
|
|
| | |
BAGAD PENHARS |
|
 |
Krouet e 1985, bagad Penharz a zo e-touez bagadoù yaouankañ Kemper. Abaoe 1996 emañ ar bagad en eilvet rummad. A re yaouankañ a zo stummet ivez e-barzh ar bagadig. Gwelet e vez ar bagad er gouelioù meur (Gouelioù meur Kerne, Gouelioù ar Gelted en Oriant, gouelioù "Coruña" e Galisia...), hag er sonadegoù, er festoù-noz.
|
 |
|
|
| | |
BAGAD SANT-PADRIG |
|
 |
Bagad Sant-Padrig en deus an dibarded da vezañ liammet e vuhez gant ar skouted. Evit gwir, dibaoe krouadur ar bagad e 1952, an dud a zo, da gentañ tout, o tont eus strollad Sant-Padrig Skouted Unvanus Kemper. E-kichen ar skouted, ar bagad en deus ar c'hoant da zedenniñ ha stummañ un tamm bihan ar skouted war sonerezh Breizh. Da vare abadennoù a bep seurt a zo e-pad ar bloavezh, ar bagad, a heul kamp skouted, a c'hoari bep hañv, en ur rannvro gall disheñvel, ha reiñ a ra da welet petra eo Kemper, Breizh ha sevenadur Breizh. Ar bagad eo kentoc'h ur skol pe ur bagadig a gelenn sonerezh hengounel Breizh eget ur gwir bagad ; izili ar bagad a zo yaouank hag e cheñchont alies. Neuze ne gemer ket perzh Bagad Sant Padrig e kenstrivadegoù bagadoù ar B.A.S., gwelet e vez e degouezhioù all : kenstrivadegoù bombard, biniou bras ha taboulinoù Bro-Skos...
|
 |
|
|
| | |
BOGADEG AR SONERIEN PENN AR BED |
|
 |
Krouet e 1964 karg Bodadeg ar Sonerien a zo ober war-dro ha merañ stummadur ar sonerien, ar c'hentelioù hag ar manifestadegoù sonerezh e Penn ar Bed. En o zouez e kavomp bagadoù Penn ar Bed ha sonerien all. Aozañ a ra ivez BAS kenstrivadeg ar bagadoù pempvet rummad, "Devezh ar binioù bras", "Gouel ar vombard" en Erge Vras, "Bagadañs" e Karaez.. Stummañ war ar sonerezh hag ar sevenadur, setu kefridi gentañ B.A.S gant 10 kelenner a ginnig kelenn d'ar strolladoù, deskiñ ha pleustriñ war ar binviji sonerezh (bombard, biniou bras, taboulinoù) hag ar solfej, anavezout broioù Breizh, tañva sevenadur Breizh... Un nebeud stajoù digoret d'an holl a vez kinniget da vont da heul ar c'helenn. Abadennoù a bep seurt a vez aozet a-hed ar bloaz (kenstrivadegoù, sonadegoù, diskouezadegoù, emgavioù...).
|
 |
|
|
| | |
DASTUM BRO GERNE |
|
 |
Krouet e 1999, ti nevez Dastum e bro Gerne en deus ar pal da zastum ha lakaat war wel glad sevenadurel Breizh, o pouezañ war an hengoun dre gomz ha sonerezh hengounel. Enrollañ a ra rouedad tud a youl vat Dastum bro Gerne, kanaouennoù, kontoù, ha komzoù an dud, daspugn a ra ivez dielloù skrivet ha treset. Aozañ degouezhadennoù sevenadurel hag embann a zo ivez labour Dastum. Moaien a zo d'an dud, dont evit lenn ha selaou traoù dastumet.
|
 |
|
|
| | |
DREMMWEL |
|
 |
Abaoe ur pemzek vloaz bennak emañ ar strollad Dremmwel war an hent gant e sonerezh Breizh, etre festoù-noz ha sonadegoù, etre tavarnioù ha c'hoarivaoù kenkoulz e Breizh, e bro C'hall hag er broioù estren (Belgia, bro Gembre, bro Suis, bro Skos, Aostria, Amerika, Iselvroioù…). Bombard, biniou, hirvombard, akordeoñs, violoñs, gitar ha taboulinoù… a glot mat an eil re gant ar re all : sonerezhioù hengounel Breizh, pinvidikaet gant kizidigezh ar pemp soner.
|
 |
|
|
| | |
KANERIEN SANT MERYN |
|
 |
Krouet e 1983, pal al laz-kanañ eo brudañ sevenadur Breizh gant ar c'han. Kanañ oberennoù hengounel kenkoulz hag o krouiñ reoù nevez eo chomet ar gevredigezh feal d'ar pal-se. Ezel eo eus ar c'hevredad Kendalc'h. Kemer a ra perzh bep bloaz en emgav lazoù-kanañ "Breizh a gan". Kinnig a ra koñsertoù dre ar vro hag er broioù estren ivez : Alamagn, Bro-Spagn, Kembre. Kasedig kentañ Kanerien Sant Meryn "Salud Breizhiz" a zo bet enrollet e 1992, ar bladenn arc'hant kentañ "E skeud tourioù Leon ha Kerne" a zo bet enrollet e 1996 asamblez gant laz-kanañ "Kenvroiz dom Mikael" eus Plougerne.
|
 |
|
|
| | |
LES BRETELLES VERTES |
|
 |
|
|
 |
|
|
| | |
LIRZHIN |
|
 |
Savet e 2000, dibar eo "Lirzhin" pa vod sonerien muzik Breizh (talabarderien, biniaouioù), kanerien, sonerien muzik klasel (hirvombardoù, fleutoù-pigos), muzik jazz (sakseloù) ha rock (taboulinoù), amatourien ha tud a vicher. C'hoari a ra 'Lirzhin" (allegro) sonerezh Breizh gant levezonoù sonerezhioù ar bed-holl, jazz ha klasel.
|
 |
|
|
| | |
|
 |