• D'ar Meurzh 13 a viz Mae 2008
  • 21:47

BLOAZIATAER

Kevrediguezhioù ezel ouzh Ti ar Vro Kemper


An holl gevredigezhioù:


Dibabit ur gumun:

 

Rouedad an emglevioù bro

An holl gevredigezhioù:

 

Bloaziataer /Pajenn degemer

BAGAD AN ERGE VRAS

Krouet eo bet ur skol sonerezh a teuo da vezañ Bagad an Erge Vras, e 1986, en Erge Vras, diwar-benn menoz Pascal Rode ha Suzanne Lozac’h.Er bagad ez eus un daou ugent soner bennak. Kemer a ra perzh abaoe 1995 e kampionnad ar bagadoù er pempvet rummad. Tud a zo aet kuit met chom a ra un aergelc'h plijus gant sonerien 7 pe 55 bloaz. Dilhad Bro C'lazig a zo ganto, broderezh glaz ha gwer, livioù ar gêr. 

Kenaozañ a ra Gouel ar vombard gant BAS Penn ar Bed e miz meurzh.

Ao. Michel CHESNEAU
Salle Ker Anna 29500 AN ERGE VRAS
Pgz:02-98-59-65-57

 

BAGAD AN ERGE VIHAN

Krouet eo bet Bagad an Erge Vihan e 1954 gant Jean Quere, soner er bagad Kemper, ha Jean Foucaud, ha plijadur o deus re ar bagad da ginnig d'an dud sonerezh Breizh a vremañ. Bep sizhun, o seniñ bombard, binioù bras pe c'hoazh taboulinoù, ar re a zo o teskiñ a zigor o spered war anaoudegezh ar broioù ha sevenadur Breizh. Ar bagad a zo dibaoe ar bloavezhioù 80 e trede rummad kampionad Breizh ar bagadoù. Kemer a ra perzh ivez e kenstrivadegoùevel re Menez-meur, Emgavioù ar vombard en Erge Vras, Gouelioù meur Kerne…Gouest eo ar bagad da ginnig tonioù a bep seurt, da vale pe da zañsal.

It. Isabelle FAUQUE
2 Straed / Rue Park Bihan 29000 KEMPER
Pgz:02-98-52-29-31

 

BAGAD AR MEILHOU GLAZ

Krouet e 1951, "Bagad ar Meilhoù Glas" a zo unan eus ar bagadoù koshañ e Breizh. Abaoe 1982 e kemer perzh ar bagad e Kampionad ar bagadoù aozet gant Bodadeg Ar Sonerien. E 1988 eo trec'h e kenstrivadeg an trede rummad, neuze e vez aotreet en eil rummad hag e ya ar maout gantañ div wech er rummad-se e 1991 hag e 1994. A-benn ar fin emañ er rummad kentañ abaoe 1995, neuze emañ e-touez ar bagadoù gwellañ e Breizh.

Ao. Yann ARTUR
Hent / Chemin Prateyer 29000 KEMPER
Pgz:02-98-55-62-18 Fks:02-98-55-62-18

 

BAGAD AR RE GOZ

Krouet e 1973, ar bagad a zo dreist-holl, un amicale sonerien, o deus c'hoariet gant a bep seurt bagadoù e Breizh. Abalamour d'an dra-se o deus gwiskamantoù disheñvel : glazik evit Bro Gemper, bigoudenn gant broderezhioù pinvidik eus Pont'n Abad, melenik eus Bro Elian, duik eus bro-Foenn, hep disoñjal broioù an Aven, ar C'hap ha dilhad ar besketourien. E-barzh roll sonioù ar Bagad ez eus tonioù-bale, tonioù dañs awenet gant hengoun Breizh. Kemer a ra perzh e gouelioù folklorel e Bro-C'hall hag e Breizh.

Ao. Lanig LE BERRE
45 bis, Straed / Rue Bourg les bourgs 29000 KEMPER
Pgz:02-98-65-19-66 Fks:02-98-53-18-83

 

BAGAD KEMPER

Aet eo 19 gwech ar maout gant Bagad Kemper e kampionad Breizh ar bagadoù, ha bevet en deus kalz traoù, liammet gant ar sonerezh pe gant traoù all, war leurennoù broioù all ar bed, o tiskouezh nerzh sevenadur Breizh.

Ar bagad, a ra gant tonioù nevez e liamm gant hengoun Breizh, pe tonioù hengounel nevesaet, pe c'hoazh tonioù rannvroioù all, a laak anezhañ da vezañ unan eus ar re a ra ar gwellañ ur sonerezh Breizh digor war ar bed.

Ar Bagad Kemper en deus kemeret perzh e meur a zarvoud er vro pe er bed a bezh (Galis, China, Bro Skos, Bro Saoz, Austria, Gabon, Portugal).

Ao. Jacques CORBIN
Plasenn / Place Familh Gabai 29000 KEMPER
Pgz:02-98-64-82-24 Fks:02-98-64-82-24

 

BAGAD KERNE

Bagad diwezhañ an eizh a zo e Kemper, ar bagad a zo, en trede rummad. Savet eo ar bagad gant sonerien yaouank ha sonerien barrek o deus dibabet da adsevel un nevez daeadenn gant ar bagad-se a zo en e benn, Erwan Ropars.

Ao. Pascal RODE
16, Résidence de l'orée du Bois 29500 AN ERGE VRAS
Pgz:02-98-66-65-39

 

BAGAD PENHARS

Krouet e 1985, bagad Penharz a zo e-touez bagadoù yaouankañ Kemper. Abaoe 1996 emañ ar bagad en eilvet rummad. A re yaouankañ a zo stummet ivez e-barzh ar bagadig. Gwelet e vez ar bagad er gouelioù meur (Gouelioù meur Kerne, Gouelioù ar Gelted en Oriant, gouelioù "Coruña" e Galisia...), hag er sonadegoù, er festoù-noz.

Ao. Loic PHILIPON
45 bis, Stared / Rue Bourg les bougs 29000 KEMPER
Pgz:02-98-54-60-95

 

BAGAD SANT-PADRIG

Bagad Sant-Padrig en deus an dibarded da vezañ liammet e vuhez gant ar skouted. Evit gwir, dibaoe krouadur ar bagad e 1952, an dud a zo, da gentañ tout, o tont eus strollad Sant-Padrig Skouted Unvanus Kemper.

E-kichen ar skouted, ar bagad en deus ar c'hoant da zedenniñ ha stummañ un tamm bihan ar skouted war sonerezh Breizh. Da vare abadennoù a bep seurt a zo e-pad ar bloavezh, ar bagad, a heul kamp skouted, a c'hoari bep hañv, en ur rannvro gall disheñvel, ha reiñ a ra da welet petra eo Kemper, Breizh ha sevenadur Breizh. Ar bagad eo kentoc'h ur skol pe ur bagadig a gelenn sonerezh hengounel Breizh eget ur gwir bagad ; izili ar bagad a zo yaouank hag e cheñchont alies. Neuze ne gemer ket perzh Bagad Sant Padrig e kenstrivadegoù bagadoù ar B.A.S., gwelet e vez e degouezhioù all : kenstrivadegoù bombard, biniou bras ha taboulinoù Bro-Skos...

Ao. Olivier KAIGRE
9, Straed / Rue St Mathieu 29000 KEMPER
Pgz:02-98-64-09-59

 

BOGADEG AR SONERIEN PENN AR BED

Krouet e 1964 karg Bodadeg ar Sonerien a zo ober war-dro ha merañ stummadur ar sonerien, ar c'hentelioù hag ar manifestadegoù sonerezh e Penn ar Bed. En o zouez e kavomp bagadoù Penn ar Bed ha sonerien all.

Aozañ a ra ivez BAS kenstrivadeg ar bagadoù pempvet rummad, "Devezh ar binioù bras", "Gouel ar vombard" en Erge Vras, "Bagadañs" e Karaez.. Stummañ war ar sonerezh hag ar sevenadur, setu kefridi gentañ B.A.S gant 10 kelenner a ginnig kelenn d'ar strolladoù, deskiñ ha pleustriñ war ar binviji sonerezh (bombard, biniou bras, taboulinoù) hag ar solfej, anavezout broioù Breizh, tañva sevenadur Breizh... Un nebeud stajoù digoret d'an holl a vez kinniget da vont da heul ar c'helenn. Abadennoù a bep seurt a vez aozet a-hed ar bloaz (kenstrivadegoù, sonadegoù, diskouezadegoù, emgavioù...).

Ao. André QUEFFELEC
55, Hent-dall an Oded 55, Impasse de l'Odet 29000 KEMPER
Pgz:02-98-90-41-53 Fks:02-98-90-41-53

 

DASTUM BRO GERNE

Krouet e 1999, ti nevez Dastum e bro Gerne en deus ar pal da zastum ha lakaat war wel glad sevenadurel Breizh, o pouezañ war an hengoun dre gomz ha sonerezh hengounel. Enrollañ a ra rouedad tud a youl vat Dastum bro Gerne, kanaouennoù, kontoù, ha komzoù an dud, daspugn a ra ivez dielloù skrivet ha treset. Aozañ degouezhadennoù sevenadurel hag embann a zo ivez labour Dastum. Moaien a zo d'an dud, dont evit lenn ha selaou traoù dastumet.

Ao. Dominig BOUCHAUD
3, Plasenn / Place Famille Gabaï 29000 KEMPER
Pgz:02-98-52-06-37

 

KANERIEN SANT MERYN

Krouet e 1983, pal al laz-kanañ eo brudañ sevenadur Breizh gant ar c'han. Kanañ oberennoù hengounel kenkoulz hag o krouiñ reoù nevez eo chomet ar gevredigezh feal d'ar pal-se. Ezel eo eus ar c'hevredad Kendalc'h. Kemer a ra perzh bep bloaz en emgav lazoù-kanañ "Breizh a gan". Kinnig a ra koñsertoù dre ar vro hag er broioù estren ivez : Alamagn, Bro-Spagn, Kembre. Kasedig kentañ Kanerien Sant Meryn "Salud Breizhiz" a zo bet enrollet e 1992, ar bladenn arc'hant kentañ "E skeud tourioù Leon ha Kerne" a zo bet enrollet e 1996 asamblez gant laz-kanañ "Kenvroiz dom Mikael" eus Plougerne.

Ao. Emile LAURENT
15, Hent Kergoff 29700 PLOVEILH
Pgz:02-98-94-22-54

 

LES BRETELLES VERTES

Ao. Yvon LE BRAS
47, Hent / Chemin Prateyer 29000 KEMPER
Pgz:02-98-55-47-57

 

LIRZHIN

Savet e 2000, dibar eo "Lirzhin" pa vod sonerien muzik Breizh (talabarderien, biniaouioù), kanerien, sonerien muzik klasel (hirvombardoù, fleutoù-pigos), muzik jazz (sakseloù) ha rock (taboulinoù), amatourien ha tud a vicher. C'hoari a ra 'Lirzhin" (allegro) sonerezh Breizh gant levezonoù sonerezhioù ar bed-holl, jazz ha klasel.

Ao. Florent CHRISTIEN
9, Hent Toull Moger 29000 KEMPER
Pgz:02-98-52-01-17

 
Ti Ar Vro Kemper - 3 plasenn Familh Gabaï - 29000 Kemper - Pgz : 02 98 90 70 43 Faks : 02 98 90 70 49
Titouroù lezennel  -  Framm al lec'hienn
© Kerys.com 2008