Ur strollad sonerien o tont eus metoù disheñvel eo "Ars'Ys", renet gant Hervé Lesvenan. Eskemmoù, prederiadennoù, taolioù-arnod war dro doareoù a bep seurt da veizañ ha da ijin ar sonerezh. Diwar-se e tiwan raktresoù arzel niverus. Ne vez ket nac'het levezonoù an amzer dremenet eus Bach da Ligeti ha da Ravel, Debussy ha Satie. Liv tonioù jazz hag awenoù keltiek a vez klevet e aozadurioù Hervé Lesvenan. Gant : Hervé Lesvenan (rener ar sonerezh hag ar c'hlavieroù), Loic Bléjan (uillean pipe), Mera Gliozzi (ograoù doug), Hélène Le Flecher Calonec (violoñs), Eric Lavarec (alto), Kristina Omnès (gourrebed).
|