SKOL-VEUR HAÑVGouelioù Meur Kerne – Ti ar Vro Kemper
Azalek an 21 betek ar 25 a viz Gouere 2008e Mirdi Breizh an Departamant
« Gizioù deus ar c’hiz – Des guises à la mode »
Gant an titl-mañ e kinnigo ar skol-veur (azalek an 21 betek 25 a viz Gouere bep mintin etre 10e ha kreizteiz) ur gwell meur war pinvidigezh an istor hag ar glad war dachenn an dilhad hengounel, al labour mirout ha treuskas a zo savet diwarnañ, med ivez al lañs hag an awen e kendalc’h da zegas da grouerien a-vremañ. Diazezet e vo ar preder war an diskouezadegoù savet diwar-benn an dilhad hengounel, pe e Mirdi Breizh an Departamant Breizh pe e Ti ar Vro Kemper a zegemer etre ar 1tañ betek an 31 a viz Gouere dastumad dilhadoù savet gant Romuald Hervé (paotr e stil – saver gobarioù diplomet gant ar Skol Esmod e Pariz) ha bet dansour e Kevrenn Alre. Evit al labour-se en deus labouret Romuald Hervé war mare ar pardonioù e Breizh, peurgetket diwar un daolenn gant Jules Breton « Pardon Kergoat » a zo livet warni dilhadoù cheuc’h, sked-disked ha pasamañtet ha truilhoù kesterien an 19vet kantved. Erfin e kinnigo Rose Goardet taolennoù awenet gant tresoù broderezh ar Vro Vigoudenn.
- Lun 21/07 : Dilhadoù hengounel en istor hag en o skeudenniñ :
Kentañ lec’h mirout hengoun Breizh an dilhad eo Mirdi an Departamant : kroget eo bet gant an dastum dilhadoù pobl 120 vloaz ‘zo ! Kinniget e vez e 2008 un adneveziñ diouzh ar salioù diskouezad padus kizioù Penn ar Bed, hag ur pinvikikaat an doare diskouezh anezho. Gant Philippe Le Stum mirour Mirdi Breizh an Departamant.
- Meurzh 22/07 : An dilhad war al leurenn, treuskas ha diskouezh :
Ouzhpenn 50 vloaz zo e labour ar c’helch’ioù keltiek evit treuskas ha lakaat war wel hengoun an dilhadoù. Mirout, klask, treuskas teknikoù, adsevel, setu aze labourioù o deus degaset dre an arvestoù hag an dibunadegoù un anoudegzh vat war al labour a galite admiret hag aviet dreist harzoù Breizh. Gant Paul Balbous (Kendalc’h) Marie Rioual, Mick Nédélec (War ‘l leur) ha Raymond Le Lann (Ti ar Vro Kemper)
- Merc’her 23/07 : Ur skouer a grouidigezh a vremañ awenet gant an hengoun :
Labouret en deus Romuald Hervé evit e zastumad diwezhañ war amre ar pardonioù e Breizh. E labour kinniget e Ti ar Vro Kemper betek an 31 a vizGouere a zo ur meskaj gant dilhadoù cheuc’h ar re binvidikañ, sked-disked ha pasamañtet ha truilhoù kesterien an 19vet kantved. Awenet eo bet gant taolenn livet Jules Breton « Pardon Kergoat ». Displeget e vo gantañ e zoare labourat etre hengoun ha mordenelezh. Gant Romuald Hervé (paotr e stil – saver gobarioù)
- Yaou 24/07 : Ar c’habig - Kab an aod –Kab aod – kab gwenn :
Berzh bras en deus graet ar c’habig, mantel labour bezhinerien ar vro Bagan an 19vet kantved, pa ez eo deuet da vezañ un dilhad diouzh ar c’hiz er bloavezhioù 70. Daou zen bet gwisket gant ar c’habig, gouiziek war e istor ha gwriziennet mat en e vro orin a gonto deomp e saga ha talvoudegezh an idantelezh dalc’het gant ar c’habig hervezo : « Breizh mod all med modern hag o stourm » pe « bevañ ha labourat er vro». Gant Goulc’han Kervella (leurener hag aktour Strollad ar Vro Bagan) ha Valentine le Pors
- Gwener 25/08 : Broderezh : istor, treuskas ha krouiñ :
ur sell aketus a vo taolet war ar broderezh, lodenn a-bouezh kenañ an dilahd hengounel, pe vefe war ar c’helenn d’ar re yaoaunk pe d’an dud deuet, pe war ar c’hrouiñ hag an doare implij a-vremañ. Tri sell a zo kinniget deomp war an temoù-se : gant Odile Le Guyader (Genvredad War’l Leur), Sabine Calarec (krouerez dilhad) ha Pascal Jaouen (Skol Broerezh Kemper).