Evel ma oar al lodenn vrasañ eus al lennerien, en deus graet freuz-stal ti-embann « An Here ». Evel ma vez graet e seurt degouezhioù eo bet gwerzhet ar stok diouzh ar c’hresk. Ur gevredigezh, krouet evit an degouezh, « An dreizherien levrioù » hec’h anv, a zo aet war ar renk ha prenet eo bet ganti al lodenn vrasañ eus al levrioù gant ar pal lakaat an holl arc’hant gounezet gant an afer-mañ (hag emichañs e vo), da sikour an embann e brezhoneg. Ezhommoù a zo gant an embannerien, ha spi ‘zo da gaout, e c’hello ar gevredigezh-mañ reiñ un taol sikour evit embann skridoù a dalvoudegezh. Ar gevredigezh n’eo nag un ti embann, a-walc’h a zo anezho dija, nag ur gwerzher war ar marc’hadoù, a-walc’h a zo ivez evel-se. Skignet e vo al levrioù a zo bet saveteet, gant Coop Breizh, pe c’hoazh gant stalioù pe kevredigezhioù a zo dija war an dachenn. Memestra, ma fell da hini pe hini prenañ un niver mat a levrioù, pe prenañ an dastumadenn glok eus embannadurioù « An Here » evitañ pe evit e vugale, pe bugale vihan, pe c’hoazh evit e gevredigezh, e c’hell mont e darempred gant « An Dreizherien levrioù », e Lost al Lenn 29510 Landrevarzeg, pe er 02-98-57-36-98, pe d.kernalegenn@wanadoo.fr. Prizioù a vo graet hervez ar c’hementad. Mat eo gouzout e chom hiziv an deiz 189 titl disheñvel e brezhoneg, 12 anezho a zo tost diviet, ha 25 titl disheñvel e galleg, an holl, war-bouez 3 pe 4, tost diviet. Ur prof a feson a c’hell bezañ eta evit an amzer da zont !