- Fanny, bez’ e c’helles kontañ deomp un tammig penaos eo bet krouet ar gevredigezh C’hoariva ? Gant piv ? Peseurt pal en deus ar gevredigezh ?Fanny Chauffin : Kenurzhiañ strolladoù c’hoariva a oa deuet da vezañ un ezhomm bras. Pep hini deus e du, a oa o klask diskouez e labour, tud a-vicher ha tud a youl-vat, gant ur c’hoant eskemm, bezañ stummet... Bodet tro dro Bob Simon, goude ur gejadenn gant Yann Ber Tomin e Landerne, e 2005, eo bet dibabet krouiñ ur rouedad. Tamm ha tamm hon eus savet ar gevredigezh anvet « C’hoariva », gant 16 strollad c’hoariva. 19 strollad a zo bremañ, gant tri strollad a-vicher, tri skolaj pe lise, 13 strollad a youl-vat (1 e Roazhon, 4 e Bro Gwened, 2 e Bro Dreger, 2 nemetken e Bro Gerne, ha 10 e Bro Leon). E miz Mae 2005 neuze e oa bet savet ar gevredigezh « C’hoariva », a-benn reiñ lañs d’ar c’hoariva brezhonek. Bodet e vez enni strolladoù c’hoariva ha kentelioù c’hoariva er skolioù, skolajoù pe liseoù. Tri fal pennañ zo bet lakaet : stummañ an aktourien hag an deknisianed gant stajoù a bep seurt, skoazellañ an aozerien arvestoù da zegemer muioc’h a strolladoù (Tro Breizh ar c’hoariva), hag embann testennoù (evit ar re yaouank, klasel...). Prezidant ar gevredigezh a zo Bob Simon, c’hoarier a-vicher, stummer war ar c’hoariva hag a gas labour gant meur a strolladoù, evel Strollad ar Vro Bagan pe Strollad Kastell. Me zo bez prezidantez, kelennerez war al lizhiri e Skolaj Diwan Kemper, kas a ran meur a stalioù-labour war ar c’hoariva er skolaj-se, emaon ivez e penn ar Festival Taol-Kurun e Bro Gemperle. Ar sekretour a zo Erwan Cloareg, komedian a-vicher, en doa krouet e miz Genver 2006 ur strollad nevez, strollad Bitrak. An teñzorour eo Reun Treger, rener Ti ar Vro Bro Leon e Lesneven, c’hoari a ra gant Strollad Plougin. Hag evit echuiñ Tony Foricheur a zo e karg eus an diorren. - Petra a vez aozet gant C’hoariva da vat ? Peseurt labour a vez kaset a-benn ? Fanny Chauffin : A-gevret gant Tony Foricheur e vez graet war dro al lec’hienn internet (www.teatr-brezhonek.org/index.php), embanet e vez testennoù a-gevret gant ti-embann Delioù, aozet e vez emvodoù etre ar strolladoù, graet e vo war dro ur festival c’hoariva e brezhoneg e miz Mae e Kemper, aozet eo bet ur c’hollog diwar-benn ar ch’oariva e brezhoneg e 2006 gant Skol Uhel ar Vro ha Tud Bro Konk, aozet e vez « Tro Breizh ar c’hoariva » (3 abadenn ar bloaz gant 6 gevredigezh disheñvel), renablet e vez an testennoù c’hoariva a zo bet embannet, troet e vez anezho, ha kinniget e vez anezho d’ar strolladoù, aozet e vez stummadurioù bep bloaz gant ur bern tud (gouleier gant Erik Valentin, stummadur war ar c’horf hag ar vouezh, tud gwallagaset, furlukined...). - Petra a vez aozet ganeoc’h d’ar mare-mañ ? Bez’ e c’helles lavar deomp un tammig petra a vo graet evit Gouel ar C’horiva e miz Mae da skouer ?Fanny Chauffin : Emaomp o prientiñ ul levr poelladennoù gant « Ti Embann ar Skolioù » evit ar grennarded ha tud ar c’hentelioù noz. Un eil levr gant testennoù c’hoariva a vez graet asambles gant an embannadurioù Delioù. Adnevesaet e vo al lec’hienn internet. Kendalc’het e vo da vodañ ar strolladoù a-hed ar bloaz, dizoleiñ o doareoù labourat, o salioù pleustriñ... Aozet e vo « Gouel ar c’hoariva e brezhoneg », e Kemper, e miz Mae, evit kenderc’hel gant al labour kaset a-benn gant Tud Bro Konk e Konk Kerne. Plijout a ra deomp diskouez nerzh ar c’hoariva e brezhoneg e-pad an tri devezh-se e Kemper, er c’hoariva Max Jacob, e Ti ar Vro Kemper, hag e liorzh ar c’hoariva. Kinniget e vo a bep seurt traoù : pezhioù c’hoari gant Strollad ar Vro Bagan ha Strollad Kallag, sketchoù noz, 4 skolaj a ziskouezo o labour d’ar gwener (Gwiseni, Ar Releg, Lesneven ha Kemper), strollad Pik Achu, margodennoù, slam, ur pezh c’hoari en alsasianeg (istitlet), skrivet gant Fred Muller (deuet e Breizh warlene)... - Petra eo da soñj war ar c’hoariva e Breizh en devezhioù a hiziv ? Fanny Chauffin : Labour’zo ! A-bouez eo kaout strolladoù nevez, abadennoù evit ar vugale, doareoù a bep seurt da c’hoari (margodennoù, kontadennoù, war ar straedoù, klassel...). Startijenn a zo gant ar strolladoù o deus graet ur sapre labour betek-henn. Ar c’hoariva e galleg ne ya ket gwall vat ha pa vez gwelet salioù leun chouk evit « Ubu Roue » pe « Misterio Buffo », tud dirollet da c’hoarzhin o klevout strollad Forst Foenn, fiziañs ’meus en dazont. Evit ar vugale hag ar re yaouank, hag an holl vrezhonegerien, eo ur sapre raktres, kas ur pezh c’hoari da benn, ur raktres evit ar brezhoneg, evit ar blijadur, buhez a-stroll, darempredoù skipailh... Met ret e vo kaout salioù a-du evit degemer ar strolladoù-se, sachañ tud hag aozañ abadennoù.