 |
DEGEMER TI AR VRO
Emglev Bro sevenadurel Breizh. Emglev sevenadurel Breizh e Bro gemper eo Ti ar Vro Kemper. Bodañ a ra ar c'hevredigezhioù a labour evit ar yezh ha sevenadur Breizh war dachenn Kumuniezh Kumunioù kemper hag hini Bro C'hlazig. |
 |
 |
 |
 |
|
|
An Diaoul a gan
Abaoe pell, kevredigezh Dastum Bro Gerne (Kreizenn ar glad dre gomz e Kerne), en doa c’hoant sevel ur gouel diwar-benn ar c’han hengounel. O kejañ gant dilennidi hag ivez gant tud Ar Yeuc’h eo bet dibabet sevel ar gouel kentañ diwar-benn ar c’han hengounel, anavezet «An Diaoul A Gan»*, e miz Ebrel 2007. |
|
| Ur gouel diwar-benn ar c’han hengounel er Yeuc’h, ‘blam da betra ? Abaoe pell, kevredigezh Dastum Bro Gerne (Kreizenn ar glad dre gomz e Kerne), en doa c’hoant sevel ur gouel diwar-benn ar c’han hengounel. O kejañ gant dilennidi hag ivez gant tud Ar Yeuc’h eo bet dibabet sevel ar gouel kentañ diwar-benn ar c’han hengounel, anavezet «An Diaoul A Gan»*, e miz Ebrel 2007. Hor fal eo kinnig ur fest laouennek tro dro ar c’han e Breizh Izel, ar pep brasañ e brezhoneg, met digor ivez d’an doareoù all da ganañ e Breizh pe e broioù all. Hor c’hoant eo ivez enoriñ daou ganer deus ar C’hreiz Breizh a oriñ deus Poullaouen, aet d’an anaon neus ket gwall bell. ‘Penn kentañ, Loeiz Ropars ‘neus adsavet ar fest-noz, er blovezhioù tri-ugent, lec’h zo tu selaou muzik, tañsal ha kavout darempredoù plijus gant tud a bep seurt oadoù. War-lerc’h e vo enoret ivez Jean-Yves Le Roux, kanet ‘neus e-pad e buhez, desket ‘neus ar c’han ha diskan d’ur rummad kanerien yaouank. Marv eo ivez e fin miz Du 2007. * An Diaoul A Gan, bet dibabet abalamour d’an delwenn a zo e iliz ar Yeuc’h ha d’ar mojenn a zo stag outi. | 02/04
|
|
 |

Ti Ar Vro Kemper 3 plasenn Familh Gabaï - 29000 Kemper Pgz : 02 98 90 70 43 Faks : 02 98 90 70 49

Kemper 2008 bloavezh an dilhad
Mirdi Breizh an departamant, Ofis an Douristed Kemper, Gouelioù Meur Kerne, Ti ar Vro Kemper, Eostiged ar Stangala, Skol Broderezh Kemper, Selvij buheziñ ar glad Ti Kêr Kemper, Koñversanted Kemper, Armor Lux, H-B Henriot, FAB - Failhañserezh Arzh Breizh... ha kalz a dud ouzhpenn a ginnigo deoc'h ...
Teuliaoueg - Kreizenn deuliaouiñ - Eurvezioù
Gopridi an Deuliaoueg - kreizenn liesvedia teuliaouiñ breizhek, Kristenn Gourves (teuliourez - animatourez / Ti ar Vro Kemper) pe Pierre-Yves Pétillon (animatour war ar glad / Dastum Bro Gerne), a zegemero ac'hanoc'h evit ar c'hoñsultiñ hag an amprest : - ...
Lizher kelaouiñ miziek dre vel
Plijout a rafe deoc'h bezañ kelaouet bep miz war raktresoù Ti ar Vro Kemper ha degemer keleier diwar-benn buhez ar sevenadur hag ar yezh e Bro Gerne ? Klikit amañ dindan ha kasit deomp ho chomlec'h mel.
Lizher kelaouiñ... Brasaat ar polis
|
 |