Goulennatet eo bet gant strollad « Brezhoneg war wel - Breton dans la vie publique» (17 kevredigezh pe kevredad sevenadurel breizhad) al listennoù war ar renk e Kemper, Ploveilh hag An Erge Vras evit an dilennadegoù tiez-kêr. Tremenet eo ar votadegoù hag e karg emañ ar skipailhoù nevez, staliet evit 6 bloazh, da lakaat e pleustr an englouestloù diskleriet d’ar strollad "Brezhoneg war wel" hag ivez d’ar bobl dre ar c’hazetennoù.
Ar bodad « Brezhoneg war wel - Breton dans la vie publique» savet diwar ar strollad orin ha stag bremañ eus Ti ar Vro Kemper a faot dezhañ heuliañ penaos e vo lakaet e pleustr ar promesaoù, ha dre vras kenderc’hel da gas war-raok an holl menozioù lakaet er roll kinnigoù savet gantañ. Broudet ouzhpenn gant al lañs krouet e touezh ar c’hevredigezhioù ha kalonekaet gant ton holleg ar respontoù roet gant an dud dilennet (da skouer engouestloù an tri gumun goulennataet a zo tizhout d’an nebeutañ live daou ar garta Ya d’ar Brezhoneg) e c’hell hiriv ar bodad « Brezhoneg war wel - Breton dans la vie publique» ledannaat e dachenn labour war zu an holl gumunioù Kumuniezh Kumunioù Kemper (Pluguen, Ploneiz, Plogonneg ha Gwengad) ha pelloc’h war zu Kumuniezh Kumunioù Bro Glazig (Brieg, Landrevarzeg, Langolen, Landudal, Edern).
Faot a ra d’ar bodad ober al liamm gant an dilennidi hag an dud a-du gant ar raktres hag analisañ d’ar pemdez mod e vez kaset war raok ar bolitikerezh yezh er c’humunioù-se.
Un emvod bodad "« Brezhoneg war wel - Breton dans la vie publique» a zo bet d’ar 4 a viz Even da evit ober ur poent e penn kentañ prantad labour ar skipailhoù nevez dilennet ha gouzout penaos kas an traoù war raok. Ur poent holleg nevez a vo graet e fin ar bloazh 2008. Ma faot deoc'h bezañ kelaouet war stad ar politikerezh yezh en ho kumun pe evit kaout titouroù ouzhpenn :
Bruno Coray - tél. : 02 98 10 13 42- mail : bruno.coray1@libertysurf.fr
Yannig Menguy - tél. : 06 60 68 81 50 - mail : yannigmenguy@caramail.com
Tangi Louarn - tél. : 06 60 88 97 78 - mail : tangi.louarn@wanadoo.fr