Abaoe un nebeut bloavezhioù e vez aozet gant an emglevioù bro, Ti ar Vro Leon ha Sked e hanternoz Penn ar Bed fest ar brezhoneg er skolioù « Peskig Ebrel ». Pal an darvoud-se a zo bodañ ar muiañ a vugale skoliatet en holl filierennoù (Diwan, Divyezh, Dihun), evit ur fest digor d’ar gerent ha d’ar familhoù. Kaoz a zo bet gant an Emglevioù Bro pe c’hoazh gant Unvaniezh ar Gelennerien Brezhonneg. adtapout stumm ar gouel-se e lec’h all e Breizh.Ur strollad labour a zo bet savet gant Ti ar Vro Kemper hag Evel Just, evit kinnig ur fest gant spered bodañ Peskig Ebrel e Bro Gerne. Plijet e vefemp da lakaat an holl gelennerien ha skolidi divyezkek pe kizidikaet (gant Mervent), hag emglevioù Bro Gerne (Emglev Bro Douarnenez, Startijenn ar Vro Vigoudenn, Tud Bro Konk…).da gemer perzh.
An danvez Festoù Peskig Ebrel e Leon a zo bet boetet gant ur programmiñ savet gant ar c’hlasoù divyezhek a ginnige ul lodenn eus un abadenn prientet e-pad ar bloavezh skol (muzik, kan, c’hoariva, sketchoù…). Kavout a ra deomp eo a-bouez digeriñ al labour-se d’un arzour pe da veur a hini. Er mod-se e kinnig Eveljust abaoe daou vloaz evit « Fest Deiz Ar Vugale » ul labour en-a-raok, d’an holl c’hlasoù divyezhek e Kemper gant un arzour, ar skolidi hag ar gelennerien. Al labour a-stroll-se a vez kinniget asambles gant an arzour e-pad e abadenn, ha berzh a ra. An abadenn krouet er mod-se a c’hell klotañ gant ezhommoù ar vugale (ober gant ar brezhoneg), mes ivez gant c’hoantoù tud deuet, pe vefent kerent, mignoned pe arvesterien ordin… Ur c’hempouez a zo da gavout etre perzh ar skolidi hag abadenn an arzourien.Evit klokaat an abadenn e c’heller soñjal e prantadoù animañ all evel standou, ur mern-vihan… War un dro e vefe tu ivez ouzhpennañ ur programmiñ filmoù pe tresadennoù bev e brezhoneg. Ur preder a zo da gaout war ar plas a c’hellfer reiñ d’ar skolajidi ha d’al liseidi.
Ma ‘z och dedennet gant ar raktres kasit deomp ho chomlec’h post pe mel deomp da gas deoc'h keloù.
Emvod kentañ ar bodad labour-mañ a vo d’ar Meurzh 16 a viz Gwengolo 2008 6e noz e Ti ar Vro Kemper