Ur Merc’her bep miz (da 8e noz) en em vod lennerien tro dro d’ul levr e brezhoneg (a beb eil : ul levr nevez embannet hag unan kozhoc’h).
Goulennet e vez nemetken digant an dud emezellañ da Di ar Vro Kemper evit ar bloaz (8€).
Kroget e vo en-dro gant ar bodad lenn en distro-skol.
Sed neuze roll-meuzoù trimiziad diwezhañ 2008 :
- D'ar Merc’her 15 a viz Here : « Diamantoù Keroulaz » skrivet gant Roparz Hemon, a vo displeget gant Tomaz Jacquet
- D'ar Merc’her 12 a viz Du : « Brestiz o vreskenn skrivet » gant Yann Gerven
- D'ar Merc’her 10 a viz Kerzu : “Hervelina Geraouell” skrivet gant Abeozen
Goude c'hwitadenn al lennadenn a vouezh uhel e liorzh ar c'hoariva e fin miz Mae eo bet soñjet aozañ an abadenn en-dro hag he ampellaat e penn kentañ ar bloavezh skol, e-kerzh miz Gwengolo. An deiziad zo da vezañ resisaet.