• D'ar Lun 1 a viz Kerzu 2008
  • 20:42

DEGEMER

TI AR VRO

Emglev Bro sevenadurel Breizh.
Emglev sevenadurel Breizh e Bro gemper eo Ti ar Vro Kemper. Bodañ a ra ar c'hevredigezhioù a labour evit ar yezh ha sevenadur Breizh war dachenn Kumuniezh Kumunioù kemper hag hini Bro C'hlazig.

Degemer /Pajenn degemer

 
96
“Kemper 2008 - bloavezh an dilhad”

E Kemper eo bet dibabet gant kalz a aozadurioù (Mirdi Breizh an Departamant, Mirdi an Arzoù Kaer, Ofis An douristelezh, Selvij ar glad, Gouelioù Meur Kerne, Ti A r vro Kemper, Skol Broderezh Pascal Jaouen, tiez konverz… labourat asambles war un tem “2008 - Kemper - bloavezh an dilhad” : kinniget e vo deoc’h ur bern oberezhioù (diskouezadegoù, abadennoù animañ, prezegennoù…)   

- Mirdi Breizh an Departamant:

Abaoe an eil a viz C’hwevrer e kinnig Mirdi Breizh an Departamant ur stumm nevesaet evit  salioù diskouezadeg padus an dilhadoù e Penn ar Bed, ha pinvidikaet ouzhpenn : tu a vo deoc’h dizoleiñ prenadurioù nevez, dilhadoù brodet rouez an 19vet kantved hag ivez krouidegezhioù a-vremañ souezhus.

Azalek ar 15 a viz Even betek an eil a viz Here : Diskouezadeg termenet « La Bretagne en costumes ». Evit klokaat kinnig ar salioù padus e ro tu deoc’h an diskouezadeg da vont pelloc’h gant an dilhadoù e Penn Ar Bed, d’he bizitañ a giz da c’hiz, a vro da vro. Ouzhpenn mirout dilhadoù kozh e vez klasket bodañ modoù skeudenniñ arzhel. Skeudennoù kelaouennoù pe bruderezh a lak war wel selloù skoueriet boutin alies mat, berr ha droch a-wechoù, selloù taolet war ar vretoned hag ho tilhadoù kaer_kurius. 

- Mirdi an Arzoù-Kaer :

Azalek miz Ebrel betek miz Kerzu : Savet e vo ur sal diskouezadeg nevez gant  taolennoù a lak war wel gizioù Breizh a-hed ar c’hantvedoù.  

- Skol Broderezh de Pascal Jaouen :

Azalek ar 7 a viz Gouere betek ar 5 a viz Gwengolo : Diskouezadeg « Talents conjugués » un diskouezadeg taolennoù e lec’h en em gav broderezhioù « Glazig » Pascal Jaouen gant livadurioù an arzour a-vremañ Mick Jégou. Er skol broderezh (1, straed Kergariou) - digoust.  

- Ti Ar Vro Kemper :

Azalek ar 7 betek an 31 a viz Gouere : Kinnig dastumad dilhadoù krouet gant Romuald Hervé (paotr e stil – saver gobarioù titlet gant ar skol Esmod e Pariz). Labouret en deus Romuald Hervé war mare ar pardonioù e Breizh ha war daolenn Jules Breton « Pardon Kergoat » e lec’h e vez diskouezet dilhadoù tud pinvidik mes ivez re ar glaskerien bara en 19vet kantved.

Azalek an 21 betek 25 a viz Gouere : Skol Veur Hañv Gouelioù Meur Kerne - Ti Ar Vro Kemper (e Mirdi Breizh an Departamant) « Gizioù deus ar c'hiz – des guises à la mode » : kinniget e vo e-pad pemp devezh dizoleiñ istor an dilahd, e skeudenniñ hag ar c’hrouiñ a-vremañ awenet gantañ.

- Ofis an Douristelezh- Kemper : 

E miz Gouere ha Miz Eost  e vo kinnig un daouzek bennak abadenn gwelladenn heñchet diouzh noz war danvez an dilhad e Breizh graet gant un heñcher-prezegenner e galleg pe e saozneg.

 26/06

 

Ti Ar Vro Kemper
3 plasenn Familh Gabaï - 29000 Kemper
Pgz : 02 98 90 70 43 Faks : 02 98 90 70 49

 

Kemper 2008 bloavezh an dilhad

Mirdi Breizh an departamant, Ofis an Douristed Kemper, Gouelioù Meur Kerne, Ti ar Vro Kemper, Eostiged ar Stangala, Skol Broderezh Kemper, Selvij buheziñ ar glad Ti Kêr Kemper, Koñversanted Kemper, Armor Lux, H-B Henriot, FAB - Failhañserezh Arzh Breizh... ha kalz a dud ouzhpenn a ginnigo deoc'h ...

Teuliaoueg - Kreizenn deuliaouiñ - Eurvezioù

Gopridi an Deuliaoueg - kreizenn liesvedia teuliaouiñ breizhek, Kristenn Gourves (teuliourez - animatourez / Ti ar Vro Kemper) pe Pierre-Yves Pétillon (animatour war ar glad / Dastum Bro Gerne), a zegemero ac'hanoc'h evit ar c'hoñsultiñ hag an amprest :

- ...

Lizher kelaouiñ miziek dre vel

Plijout a rafe deoc'h bezañ kelaouet bep miz war raktresoù Ti ar Vro Kemper ha degemer keleier diwar-benn buhez ar sevenadur hag ar yezh e Bro Gerne ? Klikit amañ dindan ha kasit deomp ho chomlec'h mel.

Lizher kelaouiñ...

Brasaat ar polis
Ti Ar Vro Kemper - 3 plasenn Familh Gabaï - 29000 Kemper - Pgz : 02 98 90 70 43 Faks : 02 98 90 70 49
Titouroù lezennel  -  Framm al lec'hienn
© Kerys.com 2008