• D'ar Lun 1 a viz Kerzu 2008
  • 20:46

DEGEMER

TI AR VRO

Emglev Bro sevenadurel Breizh.
Emglev sevenadurel Breizh e Bro gemper eo Ti ar Vro Kemper. Bodañ a ra ar c'hevredigezhioù a labour evit ar yezh ha sevenadur Breizh war dachenn Kumuniezh Kumunioù kemper hag hini Bro C'hlazig.

Degemer /Pajenn degemer

 
99
Diskouezadeg : Prosesion ar gizioù, Bro Gerne a ra he stal (Dilhad R. Hervé)

Romuald Herve (paotr e stil – saver gobarioù diplomet gant Skol Esmod e Pariz – Priz Corinne Cobson 2007). Bet dañsour e Kevrenn Alre. Labouret en deus evit e zastumad war mare ar pardonioù e Breizh, awenet gant taolenn Jules Breton, ha kinnig a ra deomp e sell : meskaj poellek, fin ha tarzhus : pinvidigezh ha paourentezh kichenn ha kichenn. An huñvre dedennus, un emgav souezhus ha dic’hortoz… Laoskomp da vont,  hag ijinomp ar c’hlaskerezed bara o eskemm gant penherezed penvidig, hag en tu kontrol… Galoñsoù aour hag argant, kanetilh, perlezennoù, pailhour, dantelezh, an uz, an dirog, brokard, krommidigezh, stummoù bras krommet… Daou ahel evit an dastumad inskrivet e dem ar c’henveratañ etre daou ved oc’h enebiñ hag o teuziñ erfin en ur stumm heñvel nemetken.  Feal d’e soñj e kendalc’h Romuald Hervé, gant e zastumad da heuliañ al labour memor hag emdroadur, etre hengoun ha modernelezh. Kemer a ra perzh war an dachenn el lañs evit lakaat ur sevenadur a dalvoudegezh hag a ijin, ha bev dreist holl, da vont war raok !

Digoust- e Ti ar Vro Kemper - Jimnaz Kozh - mont-e-barzh dre ar straed Jean Jaurès - d'al Lun betek ar Gwener etre 9-12e ha 2e-6e

99
99
99
99
 26/06

 

Ti Ar Vro Kemper
3 plasenn Familh Gabaï - 29000 Kemper
Pgz : 02 98 90 70 43 Faks : 02 98 90 70 49

 

Kemper 2008 bloavezh an dilhad

Mirdi Breizh an departamant, Ofis an Douristed Kemper, Gouelioù Meur Kerne, Ti ar Vro Kemper, Eostiged ar Stangala, Skol Broderezh Kemper, Selvij buheziñ ar glad Ti Kêr Kemper, Koñversanted Kemper, Armor Lux, H-B Henriot, FAB - Failhañserezh Arzh Breizh... ha kalz a dud ouzhpenn a ginnigo deoc'h ...

Teuliaoueg - Kreizenn deuliaouiñ - Eurvezioù

Gopridi an Deuliaoueg - kreizenn liesvedia teuliaouiñ breizhek, Kristenn Gourves (teuliourez - animatourez / Ti ar Vro Kemper) pe Pierre-Yves Pétillon (animatour war ar glad / Dastum Bro Gerne), a zegemero ac'hanoc'h evit ar c'hoñsultiñ hag an amprest :

- ...

Lizher kelaouiñ miziek dre vel

Plijout a rafe deoc'h bezañ kelaouet bep miz war raktresoù Ti ar Vro Kemper ha degemer keleier diwar-benn buhez ar sevenadur hag ar yezh e Bro Gerne ? Klikit amañ dindan ha kasit deomp ho chomlec'h mel.

Lizher kelaouiñ...

Brasaat ar polis
Ti Ar Vro Kemper - 3 plasenn Familh Gabaï - 29000 Kemper - Pgz : 02 98 90 70 43 Faks : 02 98 90 70 49
Titouroù lezennel  -  Framm al lec'hienn
© Kerys.com 2008