• D'ar Merc'her 9 a viz Gouere 2008
  • 04:58

BLOAZIATAER

Kevrediguezhioù ezel ouzh Ti ar Vro Kemper


An holl gevredigezhioù:


Dibabit ur gumun:

 

Rouedad an emglevioù bro

An holl gevredigezhioù:

 DANS

Dañs /Bloaziataer /Pajenn degemer

DANSERIEN KEMPER

Ar c'helc'h a zo unan eus ar re yaouankañ e Kemper. Ganet e 1992 emañ bremañ en eilvet rummad. Ezel eus War'l Leur, dañsal a ra gant gwiskamant Bro C'hlazig, unan eus ar 66 giz dastumet e Breizh. Kinnig a reomp hor arvestoù ha korolloù e Breizh hag e Bro C'hall, er festivalioù hag e gouelioù lec'hel.

It. Gaëlle DONNARD
2, Straed / Rue Park Bihan 29000 KEMPER
Pgz:02-98-90-88-14

 

EOSTIGED AR STANGALA

Bet meur a wezh Kampionad Breizh, bez'emañ dañserien Eostiged ar Stangala e penn ar vegenn abaoe pell ken e vezer souezhet gant o ijin. Dañserien yaouank entanet anezho holl (deus o skol dañs e teuont hogozik holl),  bepred en deus kinniget strollad Kêrfeunteun abadennoù disordin ha nevezus. Krouet e 1948 e Kêrfeunteun (ur gumun staget ouzh Kemper e 1960) bet eo bet an hini 1añ e Breizh o kempenn an dañsoù hengounel d'an abadennoù war al leurenn.  Abaoe tost da 60 vloaz ez eo lusket ar strollad gant an ijin hag ar c'hoant d'ober gwelloc'h, atav war glask ar spered nevez ha war hent an dañs.  

 

Ao. Jean Michel LE VIOL
41, Avenue de la France Libre 29000 KEMPER
Pgz:02-98-95-83-83 Fks:02-98-95-89-98

 

KELTIAD

Ao. Pierick COGNARD
54 Alez / Allée Yves Elleouet 29000 KEMPER
Pgz:02-98-55-62-90

 

KENDALC'H PENN AR BED

Strollañ a ra kengevredad "Kendalc'h" kelc'hioù keltiek Breizh, re er maez eus Breizh, hag ivez lazoù-kanañ. Chomet eo strollad Penn ar Bed feal d'an harzhoù hag e vod neuze an holl strolladoù zo e Kerne hag e Leon, un tregont bennak a gevredigezhioù, kelc'hioù keltiek, kevredigezhioù dañs ha lazioù-kanañ. Dastum a ra, delc'her a ra ha kas a ra war-raok ar glad dañsoù ha sonerezh o toujañ d'ar stummoù hengounel ha sevenadurel, e-giz ar gwiskamantoù da skouer. Ne vir ket ouzh ar gevredigezh da gas war-raok emdroadurioù, e keñver korollerezh war al leurenn da skouer, evit delc'her bev an hengoun. Kenstrivadeg broadel dañsoù Breizh a zo deut da vezañ unan eus elfennoù pouezusañ da frammañ buhez ar c'horollerezh e Breizh. Goulenn a ra digant ar strolladoù kaout ijin ha bezañ aketus war al leurenniñ en ur zelc'her reolennoù strizh e-keñver teknikoù diazez an dañsoù hengounel.

It. Françoise DORVAL
7 Straed an Ti Kêr 7 Rue de la mairie 29720 KASTEL NEVEZ
Pgz:02-98-81-79-57 Fks:02-98-81-79-57

 

KIZHIER PLUGUEN

Krouet e 1998, kelc'h keltiek Pluguen a vod un ugent bennak a dud yaouank (20 vloaz anezho dre vras). E 1999, en doa kemeret perzh e « Emvod » Kendalc'h, tapet ar maout hag aet en trede rummad. E 2001, eo aet ar maout ganto en trede rummad hag aet en eil rummad e 2002. Pluguen a zo etre Bro C'hlazig ha Bro Vigoudenn, a kinnig a ra ar c'helc'h keltiek dilhadoù an div vro, glazig (1845-1910), ha bigoudenn (1900). Kemeret o doa perzh e krouadenn Ti ar Vro Kemper « Livioù Daou vil », gant al leurenner Patrick Le Doare. Lod anezho o deus kemeret perzh ivez e 2003, evit « Livioù a Vremañ », aytav gant Patrick Le Doare.

 

Ao. Anthony GAUTHIER
Résidence des peintres. App 417 10, Alez / Allée Monseigneur de rohan 29000 KEMPER
Pgz:06-72-56-31-37

 

KORRIGANED AR MEILHOU GLAS

Krouet e 2000, kelc'h yaouank eus ar Meilhoù Glas eo an hini nevesañ e Kemper, met graet en deus dija un nebeud abadennoù.

It. Cathy ROCUET
77, Coteau de Kermabeuzen 29000 KEMPER
Pgz:06-89-88-22-61

 

SIOBHAN ANIM DANCES

Ao.
29000 KEMPER
Pgz:06 75 44 06 43

 

WAR'L LEUR PENN AR BED

War'l Leur Penn ar Bed a zo ur gevredad dañsoù Breizh a vod kelc'hioù keltiek tud deut, strolladoù bugale hag strolladoù dudi, da lavaret eo 2500 den. Pal ar gevredigezh eo stummañ, kas war-raok ha treuskas sevenadur Breizh. Aozet e vez ganti da skouer "Gouel ar vugale", an div genstrivadeg dañs Menez Meur ha "Yann Kaourintin ar Gall". Kemer a ra perzh War'l Leur Penn ar Bed e-barzh a bep seurt diskouezadegoù, prezegennoù hag ober a ra traoù er skolioù.

Ao.
9, Rue du Chanoine Moreau 29000 KEMPER
Pgz:02-98-64-68-37

 
Ti Ar Vro Kemper - 3 plasenn Familh Gabaï - 29000 Kemper - Pgz : 02 98 90 70 43 Faks : 02 98 90 70 49
Titouroù lezennel  -  Framm al lec'hienn
© Kerys.com 2008