• D'ar Merc'her 9 a viz Gouere 2008
  • 04:58

BLOAZIATAER

Kevrediguezhioù ezel ouzh Ti ar Vro Kemper


An holl gevredigezhioù:


Dibabit ur gumun:

 

Rouedad an emglevioù bro

An holl gevredigezhioù:

 BREZHONEG

Brezhoneg /Bloaziataer /Pajenn degemer

AL LANV

Al Lanv a zo ur gazetenn drimiziek e brezhoneg, diwar-benn politikerezh, sevenadur, lennegezh hag a bep seurt temoù dedenusoc'h an eil re hag ar re all.

Al Lanv a zo un ti-embann e brezhoneg, hag e teu er maez gantañ pevar pe bemp levr nevez bep bloaz. Kavet e vez en o zouez :

- bandennoù-treset evel "Kala-Mae", gant Erwan Kervella ha Tudu,

- ur rummad e liv war al laboused (eizh levr), an hini gentañ war laboused an Arvor, an hini diwezhañ war re ar Menezioù,

- levrioù kelenn evel "Brezhoneg tamm-ha-tamm" (levr-dorn ha kasedigoù),

- danevelloù-beajin "Kostez ar pemp kroaz", gant Madalen an Amour,

- skridoù-arnod war ar bolitikerezh "Ni hon-unan", gant Annaig Gars,

- pezhioù-c’hoari Yann-Vari Perrot, gant Strollad ar Vro Bagan,

- danevelloù "Ur c'hi maget mat", gant Daniel Doujet.  

D'an deiz a hiziv he deus embannet daou levr warn-ugent, skignet gant Coop Breizh. Roet e vez ar c'hatalog diwar goulenn.

Embannadurioù Al Lanv zo ezel eus Kuzul ar Brezhoneg.

8 € ar gazetenn. 30 € ar c'houmanant.

Ao. Padrig AN HABASK
59, Hent Kerdroniou Vihan 29000 KEMPER
Pgz:02-98-94-60-99 Fks:02-98-94-60-99

 

DIV YEZH BUGALE TREKEFELEK

Reiñ a ra Div Yezh, da welet skolioù publik Breizh, ha kemer a ra perzh e-barzh kelenn ar brezhoneg. Ar skol, divyezhek, digoret e 1997 e Kemper, he deus bremañ 80 bugel enskrivet. Kinnig a ra ivez kentelioù noz brezhoneg gant Mervent.

Ao. Yann Lann GOALIG
42, Chemin des Justices 29000 KEMPER
Pgz:02-98-64-82-07

 

EVEL JUST

Ao. Yann MAZE
2, Straed / Rue du Béarn 29000 KEMPER
Pgz:02-98-94-09-73

 

KELENN

Kelenn a zo kreizenn stummañ kelennerien ar skolioù Diwan. Ober a ra Kelenn war-dro stummadur kentañ ha stummadur dibaouez kelennerien ar c'hentañ hag an eil derez. Tamm ha tamm a zo bet savet, tro-dro d'ar greizenn, ur skipailh kelennerien a gas traoù war-raok dre un hentenn heñvel a-walc'h.

Evit krouiñ un en-dro pinvidig tro-dro d'ar stajidi, en deus digoret Kelenn e voguerioù d'arzourien ar vro en ur sevel un diskouezadeg hollbadus e-barzh en ti.

Ao. Yann GUILLAMOT
3, Straed / Rue Vendée 29000 KEMPER

 

MERVENT

Krouet e 1994, ar gevredigezh a vod ha kas war-raok ar c'helenn brezhoneg e bro Gerne. Kinnig a ra Mervent kentelioù brezhoneg diouzh an noz pe e-pad an deiz o kemer harp war frammoù sokial ha sevenadurel Kerne.

AN DUD DEUET- Kentelioù bep sizhun evit 410 den : 40 kentel-noz aozet gant 23 gevredigezh ezel, 8 kentel « 2 lamm » (3 eurvezh ar sizhun).- Stajoù berr : devezhioù da studiañ ar yezh, devezhioù dudi dalc’het e brezhoneg (keginañ, liorzhañ...).- Stummadur dibaouez : 15 kentel evit gopridi an embregerezhioù, evit ar strollegezhioù lec’hel, ha neuze an implijidi en tiez ar re gozh. 

AR VUGALE - AR GRENNARDED- Er skolioù publik kentañ derez, reiñ d’ar skolidi un tañva eus ar brezhoneg bep sizhun : 160 eur e-barzh 63 skol. Gant sikour Kuzul Departamant Penn-ar-Bed hag Ensellerezh an Akademiezh.- Abadennoù da zizoloiñ ar yezh pe abadennoù dudi e brezhoneg evit bugale pe krennarded ( er c’hreizennoù dudi, skolajoù…).

Ao. Yannig MENGUY
Plasenn / Place Amiral Ronarc'h 29120 PLONEOUR LANVERN
Pgz:02-98-87-72-41

 

PREDER

Ao. Michel COIC
19, Park Menn Meur 29700 PLOVEILH
Pgz:02-98-55-10-75

 

RADIO KERNE

Krouet e 1998, ar radio gevredigezhel-se a ginnig abadennoù ha keleier e brezhoneg, sonerezh hengounel ha dreist-holl sonerezh a vremañ digor war ar bed, a bep seurt doareoù hag a bep seurt sevenadurioù. Skignañ a ra ar radio dre an 90.2 FM e bro Gemper ha dre an 92 FM er C'hab ha bro Douarnenez. E c'hellit selaou Radio Kerne war internet.

Ao. Jean Yves LE GOFF
Straed / Rue Laenneg 29000 KEMPER
Pgz:02-98-91-05-00

 

SKOLAJ DIWAN KEMPER

Ar skolaj a zo bet krouet e 1997 a oa bet krouet evit respont d'ur goulenn brasoc'h-brasañ evit ur gelennadurezh e brezhoneg. Er skolaj ez eus bugale skolioù Diwan met ivez ar re eus ar c'hlasoù divyezhek. Hiziv ez eus muioc'h eget 110 bugel er skolaj. Setu ul lec'h nevez a bouez evit luskañ ar startijenn a vez e Kemper e-keñver sevenadur Breizh.

Ao. Padrig AN HABASK
4, Straed / Rue Vendée 29000 KEMPER
Pgz:02-98-95-57-24

 

SKOLIOU DIWAN KEMPER

An daou skol Diwan e Kemper a zegemer ur c'hant bugel bennak er skol vamm hag er c'hentañ derez. Digoust, lik ha digor d'an holl eo ar skol. Ar vugale a c'hall bezañ eus familhoù brezhonegerien pe nann vrezhonegerien. Ar soubidigezh an hini eo a vez implijet er skol : ar brezhoneg eo yezh ar skol hag e brezhoneg an hini eo a vez graet ar c'hentellioù dreist-holl. E CE1 e vez kroget gant ar galleg. E fin ar c'hentañ derez e vez tapet gant ar vugale ar memes barregezhioù en eil yezh hag en eben. An divyezhegezh a zegas ur digoridigezh war ar bed ha klevidik e vo ar vugale da zeskiñ yezhoù all war-lerc'h. Kinniget e vez dezho kaout un tañva eus ar saozneg adalek ar CE2. Ur greizenn dudi a zo ivez bep merc'her hag e-pad ar vakañsoù evit bugale skol Diwan met ivez evit re ar skolioù divyezhek.

Ao.
Straed / Rue Vendée 25, Alez / Allée Kervoger 29000 KEMPER
Pgz:02-98-65-18-79

 

U.G.B.

UGB (Unvaniezh ar Gelennerien Brezhoneg) a vod an holl a gelenn brezhoneg pe un danvez e brezhoneg pe e labourfent er skolioù publik, prevez pe e kevredigezhioù. Goulenn a ra an Unvaniezh e vefe kresket eurvezhioù kelenn ar brezhoneg ha niver ar gelennerien. Difenn a ra plas ar yezh en implij amzer ar skolioù hag en arnodennoù ha skoazellañ a ra ar gelennerien en o labour. Evit tizhout e balioù e komz an UGB gant dileuridi ar velestradurezh, lakaat a ra ar gelennerien da anavezout o gwirioù, pouezañ a ra war an dilennidi, embann a ra pennadoù ha mennadoù, aozañ a ra manifestadegoù evit ma anavezfe an dud stad ar brezhoneg. Evit hen ober e kenlabour an UGB gant an holl c'hevredigezhioù sevenadurel, en deskadurezh hag gant ar sindikadoù a stourm evit ar brezhoneg. Embann a ra an UGB Kannadig UGB ha Kelenn.

Ao. Gwenole LARVOL
20 Straed / Rue Pont 29100 DOUARNENEZ

 
Ti Ar Vro Kemper - 3 plasenn Familh Gabaï - 29000 Kemper - Pgz : 02 98 90 70 43 Faks : 02 98 90 70 49
Titouroù lezennel  -  Framm al lec'hienn
© Kerys.com 2008