UGB (Unvaniezh ar Gelennerien Brezhoneg) a vod an holl a gelenn brezhoneg pe un danvez e brezhoneg pe e labourfent er skolioù publik, prevez pe e kevredigezhioù. Goulenn a ra an Unvaniezh e vefe kresket eurvezhioù kelenn ar brezhoneg ha niver ar gelennerien. Difenn a ra plas ar yezh en implij amzer ar skolioù hag en arnodennoù ha skoazellañ a ra ar gelennerien en o labour. Evit tizhout e balioù e komz an UGB gant dileuridi ar velestradurezh, lakaat a ra ar gelennerien da anavezout o gwirioù, pouezañ a ra war an dilennidi, embann a ra pennadoù ha mennadoù, aozañ a ra manifestadegoù evit ma anavezfe an dud stad ar brezhoneg. Evit hen ober e kenlabour an UGB gant an holl c'hevredigezhioù sevenadurel, en deskadurezh hag gant ar sindikadoù a stourm evit ar brezhoneg. Embann a ra an UGB Kannadig UGB ha Kelenn.
|