 |
BLOAZIATAER Kevrediguezhioù ezel ouzh Ti ar Vro Kemper
An holl gevredigezhioù:
Dibabit ur gumun:
Rouedad an emglevioù bro An holl gevredigezhioù:
|
 |
SKOLIOU DIWAN KEMPER |
|
 |
An daou skol Diwan e Kemper a zegemer ur c'hant bugel bennak er skol vamm hag er c'hentañ derez. Digoust, lik ha digor d'an holl eo ar skol. Ar vugale a c'hall bezañ eus familhoù brezhonegerien pe nann vrezhonegerien. Ar soubidigezh an hini eo a vez implijet er skol : ar brezhoneg eo yezh ar skol hag e brezhoneg an hini eo a vez graet ar c'hentellioù dreist-holl. E CE1 e vez kroget gant ar galleg. E fin ar c'hentañ derez e vez tapet gant ar vugale ar memes barregezhioù en eil yezh hag en eben. An divyezhegezh a zegas ur digoridigezh war ar bed ha klevidik e vo ar vugale da zeskiñ yezhoù all war-lerc'h. Kinniget e vez dezho kaout un tañva eus ar saozneg adalek ar CE2. Ur greizenn dudi a zo ivez bep merc'her hag e-pad ar vakañsoù evit bugale skol Diwan met ivez evit re ar skolioù divyezhek.
|
 |
|
|
| 
|
|
 |