• D'ar Merc'her 9 a viz Gouere 2008
  • 04:57

BLOAZIATAER

Kevrediguezhioù ezel ouzh Ti ar Vro Kemper


An holl gevredigezhioù:


Dibabit ur gumun:

 

Rouedad an emglevioù bro

An holl gevredigezhioù:

 A BEP SEURT

A bep seurt /Bloaziataer /Pajenn degemer

AMZER VRAV

Ao. Pedro OREAL
18 Hent an Heizez 29000 KEMPER
Pgz:02-98-64-34-70

 

AN TOUR TAN

Aozer bep bloaz eus ar "Siber fest-noz", An Tour Tan a zo ivez lec'hienn ar vretoned divroet. Moaien a zo selaou war he lec'hienn internet, radioioù e brezhoneg, lenn bloaziataer ar vretoned divroet hag a bep seurt titouroù diwar-benn Breizh.

Ao. Nicolas GONIDEC
4 Straed / Rue Bernard Guillemot 29000 KEMPER
Pgz:02-98-10-21-16 Fks:02-98-10-19-21

 

ARKAE

Adalek 1979 e krogas tud entannet gant istor o bro hag o glad d'ober enklasoù war amzer dremenet an Erge Vras. E 1990 e kemeras ar gevredigezh an anv "Arkae", diwar anv kozh ar gumunn.

He obererezhioù : degemer e chapel Kerdevod, devezh ar glad, krouiñ ur greizenn deuliaouiñ war istor ar vro, aozañ diskouezadegoù hag abadennoù kelenn...

Ganti e oa bet embannet oberennoù Jean-Marie Déguignet "Mémoires d'un paysan Bas Breton" (Ti embann An Here)

Ao. Bernez ROUZ
3, Straed / Rue Kerdevod 29500 AN ERGE VRAS
Pgz:02-98-66-65-99

 

BREZHONEGERIEN LESTON'N

Kinnig a ra ar gevredigezh oberiantizoù sevenadurel hag arzel hengoun poblek Breizh, war gumun an Erge Vras.

Bodañ a ra ar gevredigezh 150 den a ra : kan, dañs, kaozeadennoù e brezhoneg ha broderezh. Krouet e oa bet en un doare ofisiel e 1994 met ganet e oa bet e 1984.

Ao. Christian DANIEL
Kenekrazeg 29500 AN ERGE VRAS
Pgz:02-98-59-55-53

 

ECOLE DE YOGA

Ao. Nicole GALETTI

 

GOUREN KEMPER

Kevredigezh Skol Gouren Kemper a laak an dud da zizoloeiñ ha d'ober gouren, ha stummoù keltiek all, d'ar vugale adalek 4 bloaz ha d'an dud deuet. Bertrand Le Hellaye a ra war dro ar c'helenn (06 83 40 17 29).

Bugale 4>6 bloaz : D'al lun 5e30–6e15 (Sal Penharz), d'ar mercher 11e–12e (TAH an Erge Vihan)Bugale 7>10 vloaz : D'al lun 6e15–7e15 (Sal Penharz), d'ar gwener 5e–6e (TAH an Erge Vihan)Bugale 11>15 bloaz : D'al lun 6e15–7e15 (Sal Penhars), d'ar gwener 6e–7e15 (TAH an Erge Vihan)Krennarded ha tud deuet : D'al lun 7e15–8e45 (Sal Penharz), d'ar gwener 7e45–9e15 (Sal Penharz) 

Skodenn evit ar bloaz : 92 €

Ao. Laurent BOISTUAUD
17 Straed / Rue Teilhard de Chardin 29000 KEMPER
Pgz:02-98-95-17-03

 

PLOGONNEC / LLANDYSUL

Ao. Katell PENNANEAC'H
Park ar prad 29180 PLOGONEG
Pgz:06-72-66-54-78

 

QUIMPER / LIMERICK

Ar gevredigezh zo he fal kas war-raok an eskemmoù etre Kemper ha Limerick en Iwerzhon. He oberiantiz veur a zo kinnig manifestadegoù evit devezh gouel Sant Patrig (Gouel sinema Iwerzhon, diskouezhadegoù, ceili-noz…). Ober a ra ivez al liamm etre Iwerzhon ha Breizh evit ar skolioù, ar studierien, kevredigezhioù, embregerezhioù…

It. Catherine HOUEROU
19, Alez / Allée Sully 29000 KEMPER

 

ULAMIR E BRO GLAZIK

Krouet e 1982, ar gevredigezh zo he fal sikour kevredigezhioù ar vro e-barzh o labour animasion, studiañ an ezhommoù war an dachenn sokial hag hini an deskadurezh, aozañ ha kas en-dro oberiantizoù sokial ha deskiñ. Implijout a ra an Ulamir tud gopret da gentañ tout war parezioù Pluguen, Ploneiz, Gwengad ha Plogoneg. 9 rummad a zo en Ulamir a ginnig pep hini ur bern oberiantizoù : sevenadur (kentelioù brezhoneg, prezegennoù, sonadegoù, nozvezhioù kontadennoù…), diorroadur ar vro (embann follennoù bruderezh evit an douristed…), yaouankiz (kampoù an hañv, animasionoù evit ar grennarded…), endro (kemer a ra perzh er skolioù, baleadennoù natur…), liesvedia, sonerezh (telenn geltiek, akordeoñs dre don…), sokial (chanter evit skoazellañ an dud), skoazellañ ar c'hevredigezhioù, sportoù.

Ao. Fernand DREVILLON
33 Straed / Rue Laeneg 29710 PLONEIZ
Pgz:02-98-91-14-21 Fks:02-98-91-17-50

 
Ti Ar Vro Kemper - 3 plasenn Familh Gabaï - 29000 Kemper - Pgz : 02 98 90 70 43 Faks : 02 98 90 70 49
Titouroù lezennel  -  Framm al lec'hienn
© Kerys.com 2008