TEULIAOUEG : ur greizenn deuliaouiñ vreizhek liesvedia e KEMPER e-lec’h ma kavoc’h :
- Ouzhpenn 3000 levr a c’heller emprestiñ
- Mareadegoù e-leiz, en o zouez 50 kelaouenn o tont ingal er-maez.
- Dalc’had Dastum Breizh a c’heller kaout dre intranet : 15000 diell-son
- Ar c’hanaouennoù, kontadennoù ha danevelloù bet dastumet e Kerne-Izel gant Dastum
- Filmoù, da selout dre ar rouedad Gwarez Filmoù Breizh (koumanant bloazh)
- Dastumadoù pennadoù war an danvez-mañ-danvez, a c’heller luc’heilañ.
Teuliour Ti ar Vro ha hini Dastum Bro Gerne a zegemer ac’hanoc’h hag a harp ac’hanoc’h da gas enklaskoù da benn. Lenn teulioù ha selaou pladennoù a c’heller ober war al lec’h evit netra.
Ar Greizenn Teuliaouiñ zo he fall kinnig da neb a gar, danvez war sevenadur breizh, ha da gentañ penn diwar-benn ar brezhoneg, ar sonerezh hag an dañsoù. Kavout a reer neuze kenkoulz skridoù (kelaouennoù, levrioù, dastumadennoù, pennadoù…) hag enrolladennoù-son (pladennoù-arc’hant, kasedigoù) .
www.tiarvro.org
www.dastum.com
Gant harp : Ti ker Kemper - Kuzul Penn ar Bed - Kuzul Rannvro Breizh