Al Lanv a zo ur gazetenn drimiziek e brezhoneg, diwar-benn politikerezh, sevenadur, lennegezh hag a bep seurt temoù dedenusoc'h an eil re hag ar re all.
Al Lanv a zo un ti-embann e brezhoneg, hag e teu er maez gantañ pevar pe bemp levr nevez bep bloaz. Kavet e vez en o zouez :
- bandennoù-treset evel "Kala-Mae", gant Erwan Kervella ha Tudu,
- ur rummad e liv war al laboused (eizh levr), an hini gentañ war laboused an Arvor, an hini diwezhañ war re ar Menezioù,
- levrioù kelenn evel "Brezhoneg tamm-ha-tamm" (levr-dorn ha kasedigoù),
- danevelloù-beajin "Kostez ar pemp kroaz", gant Madalen an Amour,
- skridoù-arnod war ar bolitikerezh "Ni hon-unan", gant Annaig Gars,
- pezhioù-c’hoari Yann-Vari Perrot, gant Strollad ar Vro Bagan,
- danevelloù "Ur c'hi maget mat", gant Daniel Doujet.
D'an deiz a hiziv he deus embannet daou levr warn-ugent, skignet gant Coop Breizh. Roet e vez ar c'hatalog diwar goulenn.
Embannadurioù Al Lanv zo ezel eus Kuzul ar Brezhoneg. |