Brezhoneg - Français - Lizher miziek 
Sonerezh / BAGAD AN ERGE VIHAN
 

    Krouet eo bet Bagad an Erge Vihan e 1954 gant Jean Quere, soner er bagad Kemper, ha Jean Foucaud, ha plijadur o deus re ar bagad da ginnig d'an dud sonerezh Breizh a vremañ. Bep sizhun, o seniñ bombard, binioù bras pe c'hoazh taboulinoù, ar re a zo o teskiñ a zigor o spered war anaoudegezh ar broioù ha sevenadur Breizh. Ar bagad a zo dibaoe ar bloavezhioù 80 e trede rummad kampionad Breizh ar bagadoù. Kemer a ra perzh ivez e kenstrivadegoùevel re Menez-meur, Emgavioù ar vombard en Erge Vras, Gouelioù meur Kerne… Gouest eo ar bagad da ginnig tonioù a bep seurt, da vale pe da zañsal.


 
Ti Ar Vro Kemper - 3 plasenn Familh Gabaï - 29000 Kemper - Pellgomz : 02 98 90 70 43 - Faks : 02 98 90 70 49

Réalisation creation de site finistère locronan