| Krouet e 1973, ar bagad a zo dreist-holl, un amicale sonerien, o deus c'hoariet gant a bep seurt bagadoù e Breizh. Abalamour d'an dra-se o deus gwiskamantoù disheñvel : glazik evit Bro Gemper, bigoudenn gant broderezhioù pinvidik eus Pont'n Abad, melenik eus Bro Elian, duik eus bro-Foenn, hep disoñjal broioù an Aven, ar C'hap ha dilhad ar besketourien. E-barzh roll sonioù ar Bagad ez eus tonioù-bale, tonioù dañs awenet gant hengoun Breizh. Kemer a ra perzh e gouelioù folklorel e Bro-C'hall hag e Breizh. |