| Bet meur a wezh Kampionad Breizh, bez'emañ dañserien Eostiged ar Stangala e penn ar vegenn abaoe pell ken e vezer souezhet gant o ijin. Dañserien yaouank entanet anezho holl (deus o skol dañs e teuont hogozik holl), bepred en deus kinniget strollad Kêrfeunteun abadennoù disordin ha nevezus. Krouet e 1948 e Kêrfeunteun (ur gumun staget ouzh Kemper e 1960) bet eo bet an hini 1añ e Breizh o kempenn an dañsoù hengounel d'an abadennoù war al leurenn. Abaoe tost da 60 vloaz ez eo lusket ar strollad gant an ijin hag ar c'hoant d'ober gwelloc'h, atav war glask ar spered nevez ha war hent an dañs.
|