Brezhoneg - Français - Lizher miziek 
Brezhoneg / EVEL JUST
 

     

    - Bez’ e c’hellit kontañ un tammig istor ho kevredigezh anvet Evel Just ?
    Krouet e oa bet ar gevredigezh Evel Just d’ar 5 a viz Du 2004, e Pluguen. Ar stollad kentañ, ennañ Yannig ha Kristel Menguy, Alan Foricher, Per Pennarun, Jean-Rene Trefles, Yann ha Laurence Maze, en doa c’hoant sevel e Su Kemper, ur c’huzul skoazell evit ar skolioù Diwan, gant ar pal labourat evit broudañ pedagogiezh ar skolioù e brezhoneg dre soubidigezh. An dra gentañ graet ganeomp a oa kemer perzh e aozadur « Teuf Diwan Penharz » d'ar mare ma oa bet staliet ar skol, Kelenn, hag ar skolaj e Penharz. Er memes amzer, da vare Gouel Erwan, e oa bet aozet ur brezegenn diwar-benn an doare da gelenn ar brezhoneg er skol, gant harp ar c’hevredigezhioù a ra war-dro broudañ ar c'helenn-se e Bro Gemper, da lavaret eo : Dihun (skolioù prevez katolik a gelenn e brezhoneg kement hag e galleg), Div Yezh (skolioù publik a gelenn e brezhoneg kement hag e galleg), Diwan (skolioù kevredigezhel a gelenn e brezhoneg dre soubidigezh), ha Mervent (a ginnig un tanva eus ar yezh er skolioù publik ha prevez). Warlerc'h an daou zarvoud-se, hon eus kendalc’het war ar memes hent, da lavaret eo, ober al liamm etre an hentennoù kelenn disheñvel, evit ma vefe eskemmet muioc’h o skiant prenet hag o youl etrezo, evit kas war-raok ur yezh gwriziet mat er vuhez foran. Kudennoù azez a sav d’ar gerent o deus dibabet lakaat o bugale er skolioù a ginnig ur c’helenn e brezhoneg, evel hini an hent d’ober betek ar skol, pe c’hoazh ar c’houst a zo. D’ar c’hudennoù-se eo ret ouzhpennañ ar fed m'en em c'houlenn ar gerent ma servijo d’o bugale deskiñ ar brezhoneg. Pouezus mat eo neuze labourat evit dont a-benn da lakaat e penn ar muiañ a dud eo a-bouez deskiñ ur yezh all er skol-vamm ha dreist holl ar brezhoneg e Breizh. Aze eo ar pal a glask tizhout Evel Just e Kerne, gant ar spi e kendalc’ho pep hentenn da eskemm an eil re gant ar re all, ha labourat asambles, mont war–raok evit mad an holl, daoust d’an hentoù disheñvel kemeret.
     
    - Peseurt oberiantizoù a vez kinniget ganeoc’h, ha peseurt raktresoù ho peus ?
    Evel Just en deus kemeret perzh er mizioù paseet en ur bern oberiantizoù liammet gant startijenn ar yezh war dachenn Kerne. Kemer perzh ha kreñvaat rouedad ar c’hevredigezhioù hag an holl dud a youl vat a labour war an dachenn evel Ti ar Vro Kemper, Ofis ar Brezhoneg, Saloñs liesyezhek ar levrioù evit ar vugale e Pluguen, pe c’hoazh Amzer Vrav, eo atav labour pennañ ar gevredigezh. Raktresoù hon eus ouzhpenn evel kemer perzh er bodad ar raio war-dro an testennoù a vo kaset d’ar maered, kemer perzh e aozadur ar bodad « Brezhoneg war wel », sikour aozadur « Ar redadeg » e Su Kerne, kemer perzh en emvod kelaouiñ distro-skol ar skolioù e brezhoneg e Kerne (23 a viz Here), sevel ha skignañ 3000 skouerenn eus ur blaketenn divyezhek a ginnigo ar skolioù e brezhoneg e Kerne, Fest Noz Kalanna an 31 a viz Kerzu 2008 er Pavilhoñs e Kemper, prederiañ diwar-benn ur baby sitting e brezhoneg e Kemper, kemer perzh e devezh ar brezhoneg er skolioù (ur Peskig Ebrel mod Kerne e 2009), kemer perzh e raktresoù ar skolaj Diwan Kemper, pe en deiziataer Diwan 2010.
     
    - Bez’ e c’hellit kontañ deomp muioc’h diwar-benn ar fest-noz ? Penaos eo deut ar soñj deoc'h ? An dud 'oa o c'hortoz anezhañ ?
    Deuet eo ar mennozh fest-noz rak merzhet hon oa e oa tud a youl vat dibres d’an 31 a-viz Kerzu, prest d’ober ur gouel en un doare disheñvel. Ouzhpenn-se ne oa netra aozet d'an devezh-se e Kerne, da lavaret eo e oa plas evit kinnig ur gouel poblek, digor d’ar familhoù. E 2007, 1500 den o doa kemeret perzh er gouel, lakaet e plas gant ur c’hant bennak a dud a youl vat, tud eus kevredigezhioù pe eus ar skolioù Diwan pe Div Yezh, hag o doa labouret asambles gant stratijenn evit kinnig ur gouel a-feson. Paseet e oa bet mat, ha neuze, graet e vo en-dro e 2008. Graet e vo Fest-noz vras Kalanna 2008 er Pavilhoñs, e Kemper, da 9e noz, gant Deus’Ta, Pennoù skoulm, Hamon Martin Quintet, Cecile ha Celine, Irvoas tad ha mab, Caradec ha Huellou. Tu a vo da biknikañ war al lec'h pe kemer ur c’hig ha farz. Klasket e vo evel warlene, skoulmañ an darempredoù en a-raok ha derc’hel er gouel un aergelc’h plijus ha poblek, met ivez krouiñ un darvoud e Kemper e-pad ar goañv. Digoust e vo ar mont e-barzh evit ar vugale, un distaol a vo graet d’ar studierien, hag ur priz dereat d’ar re all. Bez’ e vo ivez ul lec’h evit ar familhoù hag ar mignoned evit debriñ asambles. En nozvezh plijus-se e vo lakaet an dud da brederiañ diwar-benn plas ha kresk ar brezhoneg e Bro Gemper, o veskañ en un doare, ar pljadur hag ar stourm, setu ‘pezh a ginnigo Evel Just gant an dud a youl vat, an arzourien, hag ar skoazellerien !
     
    - Evit echuiñ, ma fell da dud zo kemer perzh e buhez ar gevredigezh, petra 'peus da ginnig dezho ? An holl 'vo degemeret mat, met peseurt doare tud 'maoc'h o klask muioc'h ?
    Skiantoù prenet, barregezhioù, pe ur sell nevez, a vo degemeret mat ganeomp, evit labaourat en un doare teknik (kelaouiñ, aozañ, daremprediñ, skoazell war an arc’hant, labour gant an arzourien, troidigezhioù…), pe evit prederiañ. Krennarded pe tud yaouank o deus c’hoant reiñ o soñj, kinnig traoù, hag eskemm war plas ar brezhoneg, a c’hell kemer perzh ivez e buhez Evel Just.

 
Ti Ar Vro Kemper - 3 plasenn Familh Gabaï - 29000 Kemper - Pellgomz : 02 98 90 70 43 - Faks : 02 98 90 70 49

Réalisation creation de site finistère locronan