| Strollañ a ra kengevredad "Kendalc'h" kelc'hioù keltiek Breizh, re er maez eus Breizh, hag ivez lazoù-kanañ. Chomet eo strollad Penn ar Bed feal d'an harzhoù hag e vod neuze an holl strolladoù zo e Kerne hag e Leon, un tregont bennak a gevredigezhioù, kelc'hioù keltiek, kevredigezhioù dañs ha lazioù-kanañ. Dastum a ra, delc'her a ra ha kas a ra war-raok ar glad dañsoù ha sonerezh o toujañ d'ar stummoù hengounel ha sevenadurel, e-giz ar gwiskamantoù da skouer. Ne vir ket ouzh ar gevredigezh da gas war-raok emdroadurioù, e keñver korollerezh war al leurenn da skouer, evit delc'her bev an hengoun. Kenstrivadeg broadel dañsoù Breizh a zo deut da vezañ unan eus elfennoù pouezusañ da frammañ buhez ar c'horollerezh e Breizh. Goulenn a ra digant ar strolladoù kaout ijin ha bezañ aketus war al leurenniñ en ur zelc'her reolennoù strizh e-keñver teknikoù diazez an dañsoù hengounel.
http://www.kendalch.com |