| Krouet e 1998, kelc'h keltiek Pluguen a vod un ugent bennak a dud yaouank (20 vloaz anezho dre vras). E 1999, en doa kemeret perzh e « Emvod » Kendalc'h, tapet ar maout hag aet en trede rummad. E 2001, eo aet ar maout ganto en trede rummad hag aet en eil rummad e 2002. Pluguen a zo etre Bro C'hlazig ha Bro Vigoudenn, a kinnig a ra ar c'helc'h keltiek dilhadoù an div vro, glazig (1845-1910), ha bigoudenn (1900). Kemeret o doa perzh e krouadenn Ti ar Vro Kemper « Livioù Daou vil », gant al leurenner Patrick Le Doare. Lod anezho o deus kemeret perzh ivez e 2003, evit « Livioù a Vremañ », aytav gant Patrick Le Doare.
http://pagesperso-orange.fr/kizhierpluguen/ |