| Krouet e 1982, ar gevredigezh zo he fal sikour kevredigezhioù ar vro e-barzh o labour animasion, studiañ an ezhommoù war an dachenn sokial hag hini an deskadurezh, aozañ ha kas en-dro oberiantizoù sokial ha deskiñ. Implijout a ra an Ulamir tud gopret da gentañ tout war parezioù Pluguen, Ploneiz, Gwengad ha Plogoneg. 9 rummad a zo en Ulamir a ginnig pep hini ur bern oberiantizoù : sevenadur (kentelioù brezhoneg, prezegennoù, sonadegoù, nozvezhioù kontadennoù…), diorroadur ar vro (embann follennoù bruderezh evit an douristed…), yaouankiz (kampoù an hañv, animasionoù evit ar grennarded…), endro (kemer a ra perzh er skolioù, baleadennoù natur…), liesvedia, sonerezh (telenn geltiek, akordeoñs dre don…), sokial (chanter evit skoazellañ an dud), skoazellañ ar c'hevredigezhioù, sportoù.
http://www.ulamir-ebg.org/ulebg/index.php |