Al Levrig a zo kevredad kevredigezhioù sevenadurel breizhad bro Treger-Goueloù (lodenn Gornog departamant Aodoù-an-Arvor). Bodañ a ra hiziv an deiz war-dro 35 kevredigezh sevenadurel. Dougen a ra dre-se raktresoù kevredel pouezus prest da luskañ ha da greñvaat labour he c’henizili.
Ober a ra ivez war-dro Ti ar Vro, ti sevenadur Breizh e bro Treger-Goueloù, lec’hiet war gumun Kawan.
http://www.allevrig.com/ |