Brezhoneg - Français - Lizher miziek 
An Emglevioù Bro / EMGLEV BRO AN ORIANT
 

    E 1985 emañ bet savet Emglev Bro an Oriant evit bodiñ an dud oberiant àr dachenn ar sevenadur e kornad an Oriant.

    E 1991 e voe sinet un emglev get Ti-Kêr an Oriant. Labourat a ra Emglev Bro an Oriant evit difenn ha kas àr-raok yezh ha sevenadur Breizh e Kornad an Oriant. Tolpiñ a ra kelc'hioù keltek, bagadoù, ul laz-soni ur greizenn sevenadurel, skolioù brezhoneg an dro ha kement den a zo a-du get e balioù.
     
    Labour an Emglev a zo :
     
    LAKAAT anavet labour ar c'hevredigezhioù tolpet ennañ : Kan, dañs, sonerezh, istor, natur... 
     
    HARPIÑ ar raktresoù a zo gete. 
     
    SEVEL ha kenurzhiiñ, a-bad ar blez, abadennoù evit an holl : Devezhioù an Emglev, arvestoù, prezegennoù, kentrivadegoù, stajoù, bannerezh filmoù... Dait da Zañsal (Atailheroù dañs hengounel), Dait da Ganal (Atailheroù kan hengounel), Klub ar Vrezhonegerion (Divizoù digor d'an holl)... 
     
    BOUT LODEK e darvoudoù sevenadurel ar blez : Gouel Ar Sonerezh, Fest'Yves / Gouel Erwan, Emvod ar Gelted, Sant Padrig
     
    BRUDIÑ ha lakaat studial sevenadur Breizh er skolioù hag en aozadurioù a zo en-dro dezhe (Kinnig hor binvioù sonerezh, ar c'han, an dañs, istor Breizh, ar c'hoarioù hengounel) 
     
    STOURM evit ma vo anavet hor yezh ha graet geti ur vuezh foran (Panellerezh, deskadurezh, skingomz, skinwel, Kampionad Bed marc'hhouarn...).

 
Ti Ar Vro Kemper - 3 plasenn Familh Gabaï - 29000 Kemper - Pellgomz : 02 98 90 70 43 - Faks : 02 98 90 70 49

Réalisation creation de site finistère locronan