Brezhoneg - Français - Lizher miziek 
 
    Savet e oa bet K.L.T. e 1999 evit bodañ kevredigezhioù Bro Vontroulez a rae war-dro yezh ha sevenadur Breizh. An deiz hiziv ez eus un ugent bennak a gevredigezhioù mui e-tro ur c’hant a dud ezel eus K.L.T. Tachennad labour K.L.T a zo lec'hiet war ar peder c’humuniezh kumunioù-mañ : Montroulez Kumuniezh, Kumuniezh Kumunioù Bro Landivizio, Kumuniezh Kumunioù Bro Leon, Kumuniezh Kumunioù Bae ar C’hernig. Gwir kevredad kevredigezhioù breizhek Bro Vontroulez, K.L.T zo e bal kas war-raok ar brezhoneg ha sevenadur Breizh dre reiñ binviji ha sikour d’e izili. K.L.T. zo deuet da vezañ ivez un aozadur a-vicher a implij 8 den hag a gemer poan da :
    - diorren ha merañ kentelioù-noz;
    - kinnig un tañva eus ar brezhoneg e skolioù-mamm ha skolioù kentañ derez er vro;
    - kenaozañ ar festival TAN MIZ DU bep bloaz, e miz Du just a-walc’h;
    - kinnig prantadoù dudi e brezhoneg evit bugale skoliataet en hentennoù divyezhek war an amzer skol pe tra-skol;
    - titouriñ par ma c’hallomp an holl re a faot dezhe gouzout hiroc’h diwar-benn ar pezh a vez kavet er vro hag e Breizh a-bezh war dachenn yezh ha sevenadur Breizh.
     
    Mar karit dont d'hor gwelet eo mat deoc'h gouzout omp staliet e ti ar Manu e Montroulez. Aze e voc'h degemeret gant Kristian Ar Mener, rener pe gant Veronig Pereira, sekretourez.
    http://www.klt.fr/


 
Ti Ar Vro Kemper - 3 plasenn Familh Gabaï - 29000 Kemper - Pellgomz : 02 98 90 70 43 - Faks : 02 98 90 70 49

Réalisation creation de site finistère locronan