Brezhoneg - Français - Lizher miziek 
An Emglevioù Bro / STARTIJENN AR VRO VIGOUDENN
 

    Stag ouzh he gwrizioù breizhat ha digor war ar mor divent, pourvezer boued ha kazeg digabestr, emañ, hag e chom, ar vro Vigoudenn ar "marc'h al lorc'h" bet meulet ken kaer gant unan eus he bugale, Pierre Jakez Helias e anv.
    Ur vro gwriziennet don en he hengoun, ken don ma c'hell sellout dispont war-zu he dazont.
    Ur birvilh sevenadurel a zo eus ar vro-mañ e-giz eus kalz a vroioù breizhat all.
    Dibaoe 2003 ez eus ur c'hevredad, Startijenn ar Vro Vigoudenn, a glask bodañ ar birvilh-mañ, tamm ‘bet a-benn e vinellañ met er c'hontrol evit e efedusaat.
    Petra dalv un elfenn hep un hollad, ur c'horf hag eskemmoù kreñv etre an holl elfennoù evit mad pep hini eusouto ha mad ar c'horf a-bezh ?
    Ha petra dalv ur vro, forzh pegen pinvidik e vije he sevenadur, ma n'eo ket diazezet war un armerzh, un ekonomiezh yac'h renet gant tud mennet da gas o raktresoù da benn .
    Setu, un tamm, ar soñjoù maget gant Startijenn ar vro Vigoudenn evit ma c'hellimp bevañ, labourat, kaout dudi ha bezañ emskiant eus glad hor bro, bro hor gwrizioù pe bro hon dibab .
    E-barzh spered ar gevredigezh a-vremañ emañ Startijenn ar Vro Vigoudenn, ur gevredigezh o vountañ war ar "gwelloc'h" kentoc'h eget war ar "muioc'h".
    Evitomp-ni, bezañ tomm ouzh hon idantelezh ha pinvidigezhioù hor bro ne vir ket da gaout doujañs hag ur spered digor war an dud all.
    Evitomp-ni, lakaat embregerezhioù ar Vro Vigoudenn dirak, hag a-raok ar re all, ne dalv ket bezañ serr warnomp hon-unan met kemer perzh en un hollad poellek.
    Emaomp war un dro ar gazeg, an arar hag ar peizant o toullañ hag o kas da benn an erv a vo frouezhusaet gant hor startijenn.
    Ra vezo brav an eost .

    http://www.startijenn.org/fr/accueil


 
Ti Ar Vro Kemper - 3 plasenn Familh Gabaï - 29000 Kemper - Pellgomz : 02 98 90 70 43 - Faks : 02 98 90 70 49

Réalisation creation de site finistère locronan