Adalek 1979 e krogas tud entannet gant istor o bro hag o glad d'ober enklasoù war amzer dremenet an Erge Vras. E 1990 e kemeras ar gevredigezh an anv "Arkae", diwar anv kozh ar gumunn.
He obererezhioù : degemer e chapel Kerdevod, devezh ar glad, krouiñ ur greizenn deuliaouiñ war istor ar vro, aozañ diskouezadegoù hag abadennoù kelenn...
Ganti e oa bet embannet oberennoù Jean-Marie Déguignet "Mémoires d'un paysan Bas Breton" (Ti embann An Here) |