Brezhoneg - Français - Lizher miziek 
Sonerezh / ARS'YS
 

    Ur strollad sonerien o tont eus metoù disheñvel eo "Ars'Ys", renet gant Hervé Lesvenan. Eskemmoù, prederiadennoù, taolioù-arnod war dro doareoù a bep seurt da veizañ ha da ijin ar sonerezh. Diwar-se e tiwan raktresoù arzel niverus. Ne vez ket nac'het levezonoù an amzer dremenet eus Bach da Ligeti ha da Ravel, Debussy ha Satie. Liv tonioù jazz hag awenoù keltiek a vez klevet e aozadurioù Hervé Lesvenan.

    Gant : Hervé Lesvenan (rener ar sonerezh hag ar c'hlavieroù), Loic Bléjan (uillean pipe), Mera Gliozzi (ograoù doug), Hélène Le Flecher Calonec (violoñs), Eric Lavarec (alto), Kristina Omnès (gourrebed).


 
Ti Ar Vro Kemper - 3 plasenn Familh Gabaï - 29000 Kemper - Pellgomz : 02 98 90 70 43 - Faks : 02 98 90 70 49

Réalisation creation de site finistère locronan