| Krouet eo bet ur skol sonerezh a teuo da vezañ Bagad an Erge Vras, e 1986, en Erge Vras, diwar-benn menoz Pascal Rode ha Suzanne Lozac’h. Er bagad ez eus un daou ugent soner bennak. Kemer a ra perzh abaoe 1995 e kampionnad ar bagadoù er pempvet rummad. Tud a zo aet kuit met chom a ra un aergelc'h plijus gant sonerien 7 pe 55 bloaz. Dilhad Bro C'lazig a zo ganto, broderezh glaz ha gwer, livioù ar gêr. Kenaozañ a ra Gouel ar vombard gant BAS Penn ar Bed. |