Deiziataer Skrivadeg

Aucun évènement n'est programmé sur ce thème

Distroet eo ar Skrivadeg !

 

Laouen eo Ti Ar Vro Kemper, Startijenn Ar Vro Vigoudenn hag emglevioù broioù all eus Su Penn-ar-Bed o pediñ ac’hanoc’h da gemer perzh e tro gentañ ar Skrivadeg. Kaset e vo an abadenn d’ar sadorn 10 a viz Meurzh da 2 eur e Ti An Holl Pont-’n-Abad.

Pal ar Skrivadeg  a zo da gentañ tout kaout plijadur tro dro d’ar yezh, evit ar re vras koulz hag evit ar vugale, evit brezhonegerien o teskiñ  koulz hag evit ar re ampart gant ar yezh.

Kroget e vo an abardez gant ar skrivadeg da vat. Meur a rummad a vo kinniget deoc’h  : 4 rummad “Skolidi” (eus live CE1 betek live lise) ha 5 rummad “Oadourien” (eus live deraouidi betek live uhel). Da heul ar strivoù e teuio un tamm diskuizh. Ur merenn-vihan hag ur weladenn e Mirdi Pont-‘n-Abad a vo profet deoc’h betek mare an disoc’hoù. Hag a-benn ar fin, ma’z e teufec’h  e penn ho rummad, e c’hellfec’h tennañ o mad eus ar profoù niverus en ur c’hortoz gourfenn ar Skrivadeg hag a vo d’ar 26 a viz Mae e Karaez !

Ma ne vefec’h ket e Su Penn-ar-Bed an deiz-mañ, dalc’hit soñj eo degemeret tro gentañ ar Skrivadeg e lec’hioù all. Gallout a rafec’h mont e darempred gant DAO hag a zo o kenurzhiañ ar Skrivadeg e Breizh a-bez evit gouzout hiroc’h.

 

Skrivadeg
D’ar sadorn 10 a viz Meurzh – 2 eur
Ti An Holl Pont-’n-Abad
1, straed an trenn vihan
29120 PONT-’N-ABAD
Digoust
Enskrivadurioù ha titouroù : Ti Ar Vro Kemper

Ti ar Vro Kemper

Salle des fêtes

Ti ar Vro Kemper