TEULIAOUEG : ur greizenn deuliaouiñ vreizhek liesvedia e Kemper e-lec’h ma kavoc’h
* Ouzhpenn 3000 levr a c’heller emprestiñ
* Mareadegoù e-leiz, en o zouez 50 kelaouenn o tont ingal er-maez.
* Dalc’had Dastum Breizh a c’heller kaout dre intranet : 15000 diell-son
* Ar c’hanaouennoù, kontadennoù ha danevelloù bet dastumet e Kerne-Izel gant Dastum
* Filmoù, da selaou dre rouedad Gwarez Filmoù Breizh (koumanant bloaz)
* Dastumadoù pennadoù war an danvez-mañ-danvez, a c’heller luc’heilañ.
An teuliour a zegemer ac’hanoc’h hag a harp ac’hanoc’h da gas enklaskoù da benn. Lenn teulioù ha selaou pladennoù a c’heller ober war al lec’h evit netra.
Ar greizenn deuliaouiñ zo he fall kinnig da neb a gar, danvez war sevenadur Breizh, ha da gentañ penn diwar-benn ar brezhoneg, ar sonerezh hag an dañsoù. Kavout a reer neuze kenkoulz skridoù (kelaouennoù, levrioù, dastumadennoù, pennadoù) hag enrolladennoù-son (pladennoù-arc’hant, kasedigoù) .
www.tiarvro.org
www.dastum.com
Gant harp : Ti ker Kemper – Kuzul Penn ar Bed – Kuzul Rannvro Breizh
Eurvezioù
Pierre-Yves Pétillon a zegemero ac’hanoc’h evit ar c’hoñsultiñ hag an amprest :
- d’ar merc’her etre 10e ha 12e hag etre 2e ha 6e,
– d’ar gwener etre 10e ha 12e hag etre 2e ha 6e,
– d’ar sadorn etre 10e ha 12e.
Er maez eus an euvezioù-se, mersi deoc’h da lakaat un emgav : 02 98 90 70 43.
Français
Brezhoneg 