Ti ar Vro Kemper, emglev ar c’hevredigezhioù sevenadur Breizh e Bro Gemper

Ti ar Vro Kemper a zo ur gevredigezh krouet e 1996 diwar intrudu Ti Kêr Kemper hag ar c’hevredigezhioù sevenadurel. E 2012, bod a ra un daou-ugent kevredigezh hag izili war o anv :

  • sonerezh (bagadoù, lazoù kanañ, strolladoù, gouelioù…)
  • dañs (kelc’hioù keltiek, kevreadoù…)
  • brezhoneg (skolioù, tiez embann, kentelioù noz, radio…)
  • arzoù
  • sportoù ha c’hoarioù
  • eskemmoù sevenadurel etrevroadel (kuzul geveliañ…)

En holl e ra muioc’h eget 2000 den bodet e Bro Gemper.

Ti ar Vro Kemper a gemer perzh e rouedad an emglevioù bro Breizh :

  • e Kerne Izel gant Emglev Bro Douarnenez, Startijenn ar Vro Vigoudenn (Bro Vigoudenn), Tud Bro Konk (Bro Konk Kerne – Aven),
  • e Breizh gant an Agence Culturelle Bretonne (An Naoned), Al levrig (Lanuon-Kawan), Emglev Bro An Oriant (An Oriant), K.L.T. (Montroulez), Sked (Brest), Skeudenn Bro Roazhon (Roazhon), Ti ar Vro Leon (Lesneven).

An oberiantizoù

  • Kelaouiñ ha teuliaouiñ (Teuliaoueg – kreizenn liesvedia),
  • Ar c’hrouiñ arzel,
  • Lakaat war wel labour ar re yaouank (fest-noz gant ar skol sonerezh, abadenn Kemper o Tañsal),
  • Labourat gant ar skolioù, gant sikour an izili hag e kenlabour gant kevredigezhioù sevenadurel Kemper ha Kerne.

Ti ar Vro Kemper abaoe eo staliet er batis nevez prestet gant Ti kêr Kemper (jimnaz kozh ar Quimperoise) e miz Here 2006 eo deuet da vezañ ul lec’h degemer evit an izili hag ar genlabourerien.

Ar skipailh

Ar burev

  • Prezidant : Jean Pierre Le Roy (den war e anv)
  • Eil-prezidantez : Francoise Renault (Bagad an Erge Vihan)
  • Teñsorer : Jean Claude Le Coz (den war e anv)
  • Sekretourez : Monique Cariou (Dastum Bro Gerne)
  • Eil-sekretour : Manu Mehu (Skol yoga)
  • Ezel : Raymond Le Lann (Lirzhin)
  • Ezel : Guy Le Roux (BAS Penn ar Bed)
  • Ezel : Bruno Coray (Evel Just)
  • Ezel : Alan Foricher (Evel Just)
  • Ezel : Gweltas ar Fur (Den war e anv)

Ar gopridi

  • Kenurzhier : David Ansquer
  • Sekretourez – kontourez : Delphine Le Marc
  • Teuliour – animatour : Pierre Yves Petillon
  • Animatourez – sonerezh – dañs – darvoudoù : Koulmig Hascoët

Brezhoneg eo yezh an ti.