Brezhoneg - Français - Lizher miziek  - Kinnig ur pennad : tiarvro-kemper(@)wanadoo.fr
France 3 Bretagne e brezhoneg

 
 

 

 

Adkavit ha sellit bep sizhun,
program an abadennoù e brezhoneg
war lec’hienn internet France 3 Bretagne

 

Cette semaine, retrouvez et regardez
les programmes des émissions en langue bretonne
sur le site internet de France 3

  yaouankiz / jeunesse

Merc’her / Mercredi

8:25

 

Mouchig Dall

Abadenn ar vugale, gant Goulwena ha Riwal.

L’émission jeunesse en langue bretonne animée par Goulwena et Riwal.

 

Yooga : « An olifant » ; Selaou ‘ta ! ; Fablennoù A-hed hag a-dreuz :  « Ar skrilh hag ar verienenn » ;  Na tener : «Sinema er-maez» hag  « Ar pilulennoù kigennañ » ; An douar gwelet gant Alban : « Bevañ asambles » ; Un dro d’ar zoo : « An dourvarc’h ».

 

Yooga : « L’éléphant » ; Ecoute ; Les Fables géométriques : « La cigale et la fourmi » ; Tendres agneaux : « Cinéma en plein air » et « Les pilules super muscles » ; La terre vue d’Alban : « Habiter ensemble » ; Visite au zoo : « L’hippopotame ».

 

 

 

 

 

 

sonerezh / musique

Sadorn / Samedi

10:30

 

Son da Zont

Sonerezh a Vreizh hag e Breizh, lusket gant Youenn Chap.

L’émission musicale animée par Youenn Chap.

 

 

Daou ganer eus Bro-Gwened, Yann Raoul hag Yves Jego, a zo hiziv e Susinioù ganeomp. Kontañ a rint hiroc’h diwar-benn o strollad « Arvest ». Penaos ober evit padout dek vloaz asambles, peseurt raktresoù zo war ar stern, sonerezh hengounel Bro-Gwened... Gwelet e vint ivez war al leurenn, a drugarez da skeudennoù graet e 2008 da geñver 15 vloaz an ti-produiñ pladennoù L’OZ Production e Kemper.

 

Youenn Chap reçoit au château de Suscinio deux chanteurs du Pays Vannetais, Yann Raoul et Yves Jégo. Ils nous parlerons de leur groupe « Arvest ». Comment faire durer un groupe pendant dix ans ? Quels sont leurs projets pour l’avenir ? La musique traditionnelle du Pays Vannetais… Nous verrons Arvest sur scène grâce à des images tournées en 2008 lorsque l’OZ Production avait réuni à Quimper la plupart de ses artistes pour fêter les 15 ans de la maison de disques.

 

 

 

 

 

 

 

 

 

 

 

 

eskemm / discussion

Sadorn / Samedi

10:45

 

Te ha Me

 

Goulwena ha Lou Millour eus Konkerne a flap asambles eus
ar bed e-giz ma tro.
Goulwena reçoit
Lou Millour de Concarneau pour un échange pétillant.

 

 

 

 

buhez ar vro / sociétal

Sul / Dimanche

11:30

 

Red an Amzer

Ur sell sizhuniek war buhez ha nevezentioù ar vro kinniget gant Bernez Rouz. Sevenet gant Lorenzo Della Libera.

L’émission emblématique de France 3 Bretagne présentée par Bernard Le Rouz. Réalisation : Lorenzo Della Libera.

 

Adkavet e vo hiziv an heuliad « Micherioù » sevenet gant Jean-Pierre Lyvinec. Goude bezañ graet tro ar micherioù war dachenn ar c’helaouiñ, al levrioù, ar c’helenn, ar c’hleweled, an arvest, ar glad setu tro ar yec’hed. Pe vefe war an dachenn brevez pe foran ez eus ezhomm tud evit ober war dro yec’hed an dud. Hag evit ar re glañv eo kalz aesoc’h hag efedusoc’h pa c’hellont displegañ o foanioù en o yezh. O flas o deus ar vrezhonegerien e bed ar yec’hed.

 

 


 
Ti Ar Vro Kemper - 3 plasenn Familh Gabaï - 29000 Kemper - Pellgomz : 02 98 90 70 43 - Faks : 02 98 90 70 49

Réalisation creation de site finistère locronan