![]() |
![]() |
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|||
| Brezhoneg - Français - Lizher miziek - Kinnig ur pennad : tiarvro-kemper(@)wanadoo.fr | |||||||||
| Brezhoneg en dañjer e Douarnenez
Salut deoc'h, Reuz zo e Bro-Gerne, en Douarnenez evit bezañ resisoc'h. C'hoant en deus an ti kêr lemmel « an tañva » d'ar brezhoneg hag a zo aozet er skolioù unyezheg er gumun en distro skol a zeu. Koust a ra re gêr hervezo ! Re gêr : 13 400' ar bloaz' Evit hor yezh ' Bruzun, sur eo ! Re, n'eo ket ! Ne vo morse re evit sikour hor yezh da sevel e choug ! Ar peurest eus ar priz zo kemeret e karg gant Kuzul Meur Penn ar Bed. Ar skolioù hag a golo « an tañva » zo : - 5 eurvezh/sizun e Skol Laennec - 4 eurvezh/sizun e skol Victor Hugo - 6 eurvez/sizun e skol François Guillou Perak eo pouezus an tañva er skolioù unyezheg galleg ? -N'eus nemet 2 pe 3% eus ar vugale skoliataet e Diwan pe e skolioù divyezheg e Breizh. Da lâret eo, 97% eus ar vugale ne glevont gêr brezhoneg ebet e-kerzh o deskadurezh. An tañva a ro blaz ar yezh d'ar vugale, ha kizidikaat a ra anezho evit an dazont. -An tañva a zo alies mat ar pazenn gentañ war zu digoridigezh klasoù divyezheg. -Krouiñ a ra postoù labour e brezhoneg
Neuze, ma nac'h an ti kêr mont war gil, deomp dei tudoù. Gant Ai'ta ! vo diskouezet dezho n'omp ket laouen tamm ebet !!! Un oberenn mat vefe evit kevrenn Kerne. Laouen vo hini Bro-Leon da zont da sikour evel just !
Tristan Evit Ai'ta Bro Leon |
|
Ti Ar Vro Kemper - 3 plasenn Familh Gabaï - 29000 Kemper - Pellgomz : 02 98 90 70 43 - Faks : 02 98 90 70 49 |