|
Red an Amzer
Ur sell sizhuniek war buhez ha nevezentioù ar vro kinniget gant Bernez Rouz.
L’émission emblématique de France 3 Bretagne présentée par Bernard Le Rouz.
A-raok lañs an abadennoù hañv setu un adskignadenn a laka war wel oberiantiz ur gumun evit doujañ ouzh an endro.
Silieg, ur veaj da vro warc’hoazh
Anatoc’h eo d’an holl hiziv eo tremen poent cheñch hor mod da vevañ evit ma padfe ar vuhez war an douar. Lod o deus komprenet-se pellig zo ha kroget o deus da ren ur politikerezh all, war an dachenn, gant ar galloud a zo o hini. Serj Moelo, maer Silieg a zo unan dioute. E-keit ma vez ar pennoù bras o tabutal en deus eñ kaset kalz traoù fetis war-raok en e gumun. E 2006 en doa bet Silieg priz kentañ an ADEME hag aozadur Nicolas Hulot.
Un enklask aozet gant Muriel Morvan
|