![]() |
![]() |
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|
|||
| Brezhoneg - Français - Lizher miziek | |||||||||
Teuliaoueg
TEULIAOUEG : ur greizenn deuliaouiñ vreizhek liesvedia e KEMPER e-lec'h ma kavoc'h * Ouzhpenn 3000 levr a c'heller emprestiñ * Mareadegoù e-leiz, en o zouez 50 kelaouenn o tont ingal er-maez. * Dalc'had Dastum Breizh a c'heller kaout dre intranet : 15000 diell-son * Ar c'hanaouennoù, kontadennoù ha danevelloù bet dastumet e Kerne-Izel gant Dastum * Filmoù, da selout dre ar rouedad Gwarez Filmoù Breizh (koumanant bloazh) * Dastumadoù pennadoù war an danvez-mañ-danvez, a c'heller luc'heilañ. Teuliour Ti ar Vro ha hini Dastum Bro Gerne a zegemer ac'hanoc'h hag a harp ac'hanoc'h da gas enklaskoù da benn. Lenn teulioù ha selaou pladennoù a c'heller ober war al lec'h evit netra. Ar Greizenn Teuliaouiñ zo he fall kinnig da neb a gar, danvez war sevenadur breizh, ha da gentañ penn diwar-benn ar brezhoneg, ar sonerezh hag an dañsoù. Kavout a reer neuze kenkoulz skridoù (kelaouennoù, levrioù, dastumadennoù, pennadoù?) hag enrolladennoù-son (pladennoù-arc'hant, kasedigoù) . www.tiarvro.org www.dastum.com Gant harp : Ti ker Kemper - Kuzul Penn ar Bed - Kuzul Rannvro Breizh Eurvezioù Gopridi an Deuliaoueg - kreizenn liesvedia teuliaouiñ breizhek, Kristenn Gourves (teuliourez - animatourez / Ti ar Vro Kemper) pe Pierre-Yves Pétillon (animatour war ar glad / Dastum Bro Gerne), a zegemero ac'hanoc'h evit ar c'hoñsultiñ hag an amprest : - d'ar Merc'her etre 10e ha 12e hag etre 2e ha 6e, - d'ar Gwener etre 10e ha 12e hag etre 2e ha 6e, - d'ar Sadorn etre 10e ha 12e. Maez an euvezioù-se, mersi deoc'h da lakaat un emgav : 02 98 90 70 43 (Ti ar Vro Kemper) pe 02 98 52 06 37 (Dastum Bro Gerne) |
|
Ti Ar Vro Kemper - 3 plasenn Familh Gabaï - 29000 Kemper - Pellgomz : 02 98 90 70 43 - Faks : 02 98 90 70 49 |